Loeiz X (Bro-C'hall) : diforc'h etre ar stummoù

D
typo, replaced: s [ → s [ (2) using AWB
No edit summary
D (typo, replaced: s [ → s [ (2) using AWB)
 
'''Loeiz X''', lesanvet ''Loeiz ar Sikaner'', ganet d’ar [[4 a viz Here]] [[1289]] e [[Pariz]], marvet d’ar [[5 a viz Mezheven]] [[1316]] e [[Vincennes]], a oa [[roue Navarra]] eus [[1305]] da [[1316]] (gant Loeiz I{{añ}} da anv) ha [[roue Bro-C'hall]] eus [[1314]] da [[1316]] (ha Loeiz X da anv).
 
[[Skeudenn:Louis X le Hutin.jpg|thumb|Ar roue Loeiz X ar Sikaner]]
 
==E vuhez==
Mab e oa da [[Fulup IV (Bro-C'hall)|Fulub IV ar C’hoant]], roue Bro-C'hall, ha da [[Janed Iañ Navarra|Janed Champagn]], [[rouanez Navarra]]. Pa varvas e vamm e 1305 e voe roet kurunann Navarra dezhañ. Pa varvas e dad, nav bloaz goude, e 1314, e voe lakaet kurunenn Bro-C'hall war e benn. Daou vloaz e renas, eus 1314 da 1316, ha dieubiñ a reas ar served, ha reiñ aotre d'ar Yuzevien, argaset gant e dad Fulup IV, da zistreiñ da Vro-C'hall.