Erich Honecker : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D →‎top: typo, replaced: . G → . G using AWB
Linenn 22:
}}
 
'''Erich Honecker''' ([[25 a viz Eost]] [[1912]] - [[29 a viz Mae]] [[1994]]) a oa anezhañ ur politikour komunour alaman bet e penn [[Republik Demokratel Alamagn]] (pe 'Alamagn ar Reter') etre 1971 ha 1989. Goude ma oa bet adunvanet an Alamagn e tec'has betek an [[Unaniezh Soviedel]] met kaset e oa bet en-dro d'an Alamagn e-lec'h ma voe bac'het ha tamallet da vezañ kiriek da dreitouriezh ha torfedoù all kaset da-benn e-kerzh ar [[Brezel Yen]]. Laosket e voe da vont kuit eus an toull abalamour ma oa o vervel gant ar c'hrign-bev. Mervel a reas e [[Chile]] nebeut amzer war-lerc'h.
 
Ganet e oa bet Honecker e Neunkirchen er [[Saarland]] ([[Alamagn]]). Ezel ar Yaouankiz Komunour (''Jugendverband'') e oa abaoe 1926 o vont da ezel Strollad Komunour Alamagn (KPD) e 1929. Kaset e voe er bloaz-se da v[[Moskov]] evit studial e Skol Etrebroadel Lenin. Distreiñ a reas da Alamagn e 1931 ha harzhet eno gant an [[Naziouriezh|nazieed]] e 1935. Barnet e voe e 1937 da dek vloaz toull-bac'h evit bezañ komunour ha menel a reas en toull betek diwezh an [[Eil Brezel Bed]].