Gilles Servat : diforc'h etre ar stummoù

D
→‎Ar red arzour: typo, replaced: a [ → a [ using AWB
No edit summary
D (→‎Ar red arzour: typo, replaced: a [ → a [ using AWB)
Adalek 1993 e krog «L'Héritage des Celtes» gant [[Dan Ar Braz|Dan ar Braz]], ur raktres savet evit embann pinvidigezh ar sonerezh keltiek. Adkavout a reer ivez Elaine Morgan, Nollaig Casey, Karen Matheson (hag a gan evit ar strollad [[Capercaillie]]), [[Yann-Fañch Kemener]] ha Donald Shaw. Kemer a ra perzh e-barzh enrolladur pevar fladenn: ''Héritage des Celtes'' (1994), ''Finisterres'' (1997) hag ar ''Zénith'' (sonadeg e 1998). Ar bloavezh war-lerc'h e vo Gilles Servat en emgav Bretagnes à Bercy gant, da skouer, arzourien an Héritage, Armens, Alan Stivell hag an [[Tri Yann]].
 
E 1996 ec'h embannet ''Sur Les Quais de Dublin''. Evit ar bladenn-mañ ez eus bet pedet un nebeud arzourien: Ronnie Drew (des [[Dubliners]]), [[Andy Irvine]], [[Rita Connolly]] ha [[Bagad Roñsed-Mor]] deus [[Lokoal-Mendon]].
''Touche pas à la Blanche Hermine'' a zo ur bladenn embannet dirak an holl, en 1998 en [[an Alre|Alre]]. Adkavet e vez kanaouennoù mil anavezet (Vieille ville de merde, Sur les quais de Dublin, hag all) hag a-raok ar ganaouenn ''La blanche Hermine'' ez eus an destenn ''Touche pas à la Blanche Hermine'', un destenn a-enep d'ar [[Front National]] hag o deus adkemeret ar meeting ''Comme je voudrais'' e 2000. goude ez eus ur ganaouenn war an Erika met ivez kanaouennoù war Iwerzhon.
E 2003 e [[Sant-Maloù]], en deus resevet kolier [[Urzh an Erminig]].