Christoph Willibald Gluck : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|250px|Poltred Christoph Willibald Gluck gant [[Joseph Siffred Duplessis, 1775.]] Sonaozour Alaman, ganet eo Christoph Wi...
 
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
Mab ur c'hoadour eus [[Bavaria]] e oa, e dad a oa soudard o servij priñsed Lobkowitz. Tad Christoph Willibald Gluck a gemeras, goude e servij, micher hengounel ar familh, e dad a varvo pinvidik memestra.
Christoph Willibald Gluck en deus studiet e Skol-Veur prederouriezh [[Praha]] adalek [[1731]]. Met a vihanik en deus bet donezonoù e-keñver ar sonerezh hag e dad a enebe a-enep an donezonoù-se. Desket en doa Christoph Willibald Gluck senniñ [[gimbard]], benveg a ra nebeut a drouz, gellet en deus giz-se kuzhat d'e dad e c'hoarie gant ur benveg sonerezh bennak. E [[1734]], e zeas kuit eus ti e dad evit bezañ muzisian e [[Vienna]].
Studiañ a reas e [[MilanMilano]] e [[1735]] gant [[Giovanni Battista Sammartini]], kelenner Gluck. E opera gentañ a vo savet e [[1741]] a drugarez d'ar c'helenner. Operaoù all a savo da c'houde etre [[1745]] ha [[1746]] e [[Italia]] hag e [[Londrez]]. Kejañ a reas gant [[Lord Middlesex]], renner Opera c'hoariva [[Haymarket]]. C'hoari a reas un opera e [[1746]] hag en deus bet berzh. Awennet eo bet gant ar vythologiezh evit krouiñ an opera-se, ''La Caduta de Gianti'' (Diskar ar ramzed) e anv. e miz [[Ebrel]] eus ar memes vloavezh e c'hoario ''Artamene'' hep ''Tigrane'' [[1743]]. E-pad ur veaj e [[Bro-Saoz]], e tizolo sonerezh [[Georg Friedrich Haendel]] ha dont a ra da vezañ mignon-bras ar sonaozour [[Thomas Arne]].
 
Kuitaat a reas [[Bro-Saoz]] ha beajiñ areas e-pad 3 vloavezh ([[Dresden]], [[Kopenhagen]], [[Napoli]] ha [[Praha]]). E [[1748]], e lako da c'hoari e [[Aix-la-chapelle]] e ''Seminaride riconosciuta''. Ar 15 a viz Gwengolo [[1750]] e timezas gant [[Maria Anna Pergin]]. N'o do bugel ebet asambles met advabet o deus ur merc'h, Marianne, ganet e [[1759]] ha marv abred e [[1776]].
Linenn 19:
== Oberennoù ==
 
* ''Artaserse'', C'hoari-gan [[Pietro Metastasio]], c'hoariet e [[MilanMilano]] ar 26 a viz Kerzu [[1741]]
* ''Demetrio'', C'hoari-gan [[Pietro Metastasio]], c'hoaret e [[Venezia]] an 2 a viz Mae [[1742]]
* ''Demofoonte'', C'hoari-gan [[Pietro Metastasio]], c'hoariet e [[MilanMilano]] ar 6 a viz Genver [[1743]]
* ''Tigrane'', c'hoariet e [[Krema]] ar 26 a viz Gwengolo 1743
* ''Sofonisba'' , C'hoari-gan [[Pietro Metastasio]] ha Silvani, c'hoariet e MilanMilano an 18 a viz Genver[[1744]]
* ''La Finta Schiava'', gant kenlabouradeg, C'hoari-gan Silvani, c'hoariet e Venezia an 13 a viz Mae 1744
* ''Ipermestre'', C'hoari-gan [[Pietro Metastasio]], c'hoariet e Venezia an 21 a viz Du 1744
* ''Poro'', C'hoari-gan [[Pietro Metastasio]], c'hoariet e [[Torino]] ar 26 a viz Kerzu 1744
* ''Ippolito'', c'hoariet e MilanMilano an 31 a viz Genver [[1745]]
* ''La Caduta de' Giganti'' , C'hoari-gan an abbat Vanneschi, c'hoariet e c'hoariva Haymarket e [[Londrez]] ar 7 a viz Genver [[1746]]
* ''Artamene'', opera e 3 akt, C'hoari-gan an abbat Vanneschi, c'hoariet e c'hoariva Haymarket e [[Londrez]] ar 4 a viz Meurzh 1746