Landgraviezh Hessen-Kassel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: ] a → ] a (4) using AWB
Linenn 9:
 
== XVIIvet ha XVIIIvet kantved==
Adal deroù ar Brotestantiezh e oa aet [[Tiegezh Hessen]] a-du gant ar relijion nevez, war-bouez un hinienn bennak.
 
Al Landgraved [[Philip Iañ von Hessen]], [[Wilhelm V von Hessen-Kassel]], ha [[Maurice von Hessen-Kassel]] a zimezas da ziskennadezed d'ar Roue [[Jorj Bohemia]].
Linenn 34:
 
==Eus a landgraviezh da briñselezh ==
En 1803 e voe roet dezhañ an titl a [[Priñs Dilenner| Briñs-Dilenner]], hag anvet [[Wilhelm Iañ von Hessen]].
 
Skoazell arvarus e oa da Napoleon Iañ. E 1806 e voe aloubet e stad gant an arme c'hall ha rannet entre [[Westphalia]] ha [[Dugelezh-veur Frankfurt]]. Daskoret e voe e zomani dezhañ en 1813 ha 1814, mirout a reas an titl a zilenner, goude ma n'en doa ket da zilenn ken, pa oa bet diskaret an [[Impalaeriezh Santel Roman]].
 
Pa varvas e 1821 e renas e vab [[Wilhelm II von Hessen]]. Dindan an dug nevez hag e velestradur kalet e savas bec'h alies, ma voe ret dezhañ, en 1831, reiñ frankizioù brasoc'h.
Dindan [[Friedrich Wilhelm Iañ von Hessen]] a renas adal 1847 e voe bec'h adarre. Sioulaat a reas an traoù gant lakaat kempennoù melestradurel e 1849, hag a voe tennet goude, e 1852.
 
Priñselezh Hessen a voe staget ouzh [[Rouantelezh Prusia]] en 1866, bodet gant [[Dugelezh Nassau]] ha [[Kêr Dieub Frankfurt]] d'ober Proviñs [[Hessen-Nassau]],
Diwezhatoc'h e voe ebarzhet e [[Republik Weimar]].