Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 8 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q1379683
D typo, replaced: i L → i L (5) using AWB
Linenn 1:
*''Ur pennad [[Lorenzo de' Medici]] zo ivez.''
[[File:Lorenzo il popolano, xv century.jpg|thumb|200px|''Poltred un den yaouank'', gant [[Botticelli]], marteze hini Lorenzo il Popolano]]
'''Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici''' , lesanvet '''Lorenzo il Popolano''', a oa ur priñs italian eus skourr yaouañ an Tiegezh [[Medici]].

==E vuhez==
Mab e oa da [[Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici]]. E dad-kozh a-berzh tad e oa [[Lorenzo il Vecchio]], breur yaouañ [[Cosimo de' Medici]] ha diazezer skourr yaouañ an Tiegezh [[Medici]]. Ur breur en doa, [[Giovanni il Popolano]].

Goude marv o zad e [[1476]] e voe savet an daou vugel gant o c'hendirvi [[Giuliano_di_Piero_de'_Medici|Giuliano]] ha [[Lorenzo de' Medici]].
Kelennet e voent gant lenneien evel [[Marsilio Ficino]] hag [[Angelo Poliziano]] ha savet e-kreiz tud a zeskadurezh hag a sevenadur evel a veze e lez ''il Magnifico''. Troet da-vat e oant gant ar studioù klasel hag al levrioù, ka krouet e voe ganto ul levraoueg da zastum [[dornskrid]]où.

A-benn ur pennad e trenkas ar soubenn etrezo ha Lorenzo il Magnifico, en abeg d'an arc'hant dreist-holl, rak Lorenzo il Magnifico a vire hêrezh an daou vreur e-lec'h merañ anezho e-pad o yaouankiz hepmui. Mont a reas an afer betek al lez-varn.

Goude marv Lorenzo il Magnifico e savjont a-enep o c'henderv [[Piero di Lorenzo de' Medici|Piero (il Fatuo)]], ma voent harluet gantañ e miz Ebrel 1494.

A-benn miz Du avat e oa distro an daou vreur Lorenzo ha Giovanni da Firenze, da-heul arme c'hall [[Charlez VIII]], a oa oc'h aloubiñ Italia, dre ma oa bet distroadet Piero gant un Dispac'h republikan. Mont a rejont a-du gant [[Girolamo Savonarola]] ha roet e voe dezho al lesanv ''Popolano'' ("Poblel") kement ha diskouez e oant e-tu ar bobl, e-skoaz skourr Piero de' Medici, ha ne oa nemet un [[tirant]] anezhañ. Anvet e voe Giovanni da gannad ar [[republik]] nevez, ar [[Repubblica fiorentina]].

== E vugale ==
Dimeziñ a reas da Semiramide Appiano, ha 5 bugel o doe:
*[[Pierfrancesco de' Medici|Pierfrancesco]] (1485 - 1525),
*Averardo (1488 - 1495),