Meroe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D →‎Furchadegoù arkeologel e Meroe: typo, replaced: a [ → a [ using AWB
Linenn 27:
Deskrivet eo bet dismantroù Meroe en {{XIXvet kantved}} gant meur a veajour europat. Pell er reter, o serriñ ar blaenenn divent-mañ emañ ar piramidennoù roueel, savet war div duchenn vihan. Klok ha didouch e oant c'hoazh e [[1834]] a-raok na yafe [[Giuseppe Ferlini]], ur foeter-bro [[Italian|italian]], mezeg eus an arme e servij [[Mohamed Ali]], da ziskoachañ un teñzor e bez ar rouanez [[Amanishakheto]]; e [[München]] hag e [[Berlin]] emañ diskouezet he bravigoù. Preizhet spontus e voe an holl vezioù da c'houde.
 
Gant muioc'h a evezh e voe studiet an dismantroù e [[1844]] gant [[Karl Richard Lepsius]] a lakaas sevel meur a dres eus an dachenn hag a gasas eiladoù eus hendraezoù da [[Berlin|Verlin]]. Etre [[1902]] ha [[1905]] e oa bet furchet pelloc'h gant [[E. A. Wallis Budge]]. Embannet eo bet disoc'h e gavadennoù el levr ''The Egyptian Sudan: its History and Monuments'' ([[Londrez]], [[1907]]). Bagadoù soudarded a oa bet pourchaset gant Sir [[Reginald Wingate]], gouarnour Soudan, en doa digoret klaz betek hag etre ar piramidennoù. Dizoloet eo bet e veze savet ingal ar piramidennoù war-c'horre kambroù kañv enno relegoù bet losket pe douaret hep bezañ [[balzamegenn|balzameget]].
[[Skeudenn:Sudan_Meroe_Pyramids_Ornament_30sep2005.jpg|thumb|left|200px|Kinkladur war ar biramidenn N12 e Meroe, e 2005]]