Ferdinando II Naplez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: . ] → . ] (4) using AWB
 
Linenn 1:
[[Restr:Vittore Carpaccio - Giovane cavaliere in un paesaggio.jpg|thumb|200px|''[[Ritratto di cavaliere]]'' (Poltred ur marc'heg), a vije Ferrandino, gant [[Vittore Carpaccio]]. ]]
'''Ferdinando II d'Aragona''' pe '''Ferdinando II di Napoli''', lesanvet ''Ferrandino'', pe '''Ferdinant II Naplez''' ([[1469]]- [[1496]]), a voe [[roue Naplez]] goude dimeziñ d'he moereb (yaouankoc'h) ''Giovanna d'Aragona'', pe [[Janed Naplez (1478-1518)]]. Mab bastard da [[Alfonso II Naplez]], roue Naplez, ha da [[Ippolita Maria Sforza]] e oa.
 
Dilezel e garg a roue a reas e dad hag eñ an hini a voe lakaet da roue en e lec'h. Ken enebet e oa ar bobl ouzh e dad-kaer [[Ferdinando Iañ Naplez]], hag ouzh e dad [[Alfonso II Naplez]] kemend-all, ma ne gare ket anezhañ ivez. Splann e voe kement-se pa deuas ar C'hallaoued er vro: prest e oa an noblañs koulz hag an arme hag ar bobl da sujañ kenkent d'ar roue gall [[Charlez VIII]].
 
Aloubet e voe kêr Naplez d'an 22 a viz C'hwevrer 1495. Met buan e voe kavet kalet rogoni ar C'hallaoued ha treiñ a reas ar bobl en o enep. En em sevel a reas tud Naplez ha kaset e voe ar C'hallaoued kuit. Neuze e voe galvet ar roue yaouank en-dro, a oa repuet en enez [[Ischia]].
 
Prestik goude e varvas Ferdinando en [[1496]], hag eñ 26 vloaz.
 
==Goude e varv==
Digant e bried ha moereb [[Janed Naplez (1478-1518)|Janed Naplez]] n'en doa bet bugel ebet. Hi ne addimezas ket.
 
E eontr [[Federico Iañ Naplez]] a renas war e lerc'h.