Horus : diforc'h etre ar stummoù

1 okted lamet ,  1 bloaz zo
D
→‎Horus ha Seth: typo, replaced: . D → . D using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (→‎Horus ha Seth: typo, replaced: . D → . D using AWB)
Erru skuizh gant o drougoberoù e c'houlenn Re digante en em glevet diouzhtu. Ijinañ a ra Seth un dro-widre evit trec'hiñ e niz memes tra met mont a ra e denn er c'hleuz. dic'hoanaget an tamm anezhañ e c'houlenn neuze ouzh an [[Navad]] Bras ma vint barnet diwar disoc'h un duvel : Pep hini a savo ul lestr maen hag e vo ur redadeg war an Nil. Mont a raio kurun Egipt gant an trec'hour. Asantiñ a ra Horus diouzhtu.
 
Sevel a reas Seth e vazh ha skeiñ gant krec'h ur menez. Neuze e savas ur pezh bag maen solut hag e stlejas anezhañ betek ar stêr. Edo bag Horus war an dour dija rak an doue yaouank en doa savet ur vag gant prenn pin, e kuzh, ha goloet anezhañ gant plastr evit reiñ neuz ar maen dezhañ. Pa glaskas Seth lakaat e vag war an dour e oueledas betek deun an [[Nil]] hag an Nevad Bras ha c'hoarzhin. Setu Seth ha lammat en dour hag o kemer stumm un dourvarc'h adarre hag eñ mont da vag horus. Dispenn a reas anezhañ hag ar vag a yeas da zeun an dour ivez. Hag Horus krog en ur speg ha mont da Seth met urzhiañ a reas an Navad Bras chom a-sav.
 
"Pevar-ugent vloaz eo padet ar prosez", a glemmas Horus, "lavaret zo bet e oa ar gwir ganin bewech ha n'eo ket echu". Goulenn a reas [[Re]] gant ar re all petra ober. Neuze, [[Geb]], aotrou an doueed, a vodas an [[navad]] en-dro dezhañ hag e roas e varnedigezh diwar-benn tabut an daou zoue. "Kerzh d'al lec'h ma'z out bet ganet", emezañ da Seth ha da Horus : "Kae bremañ d'al lec'h ma oa bet beuzet da dad". Rannañ a reas neuze ar vro etre Seth a lakaas roue war Egipt izel hag Horus a lakaas roue war Egipt uhel.