C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: ] d → ] d (12) using AWB
Linenn 3:
E ziazezoù ideologel hag istorel a vez liammet peurliesañ ouzh [[Israel ben Eliezer]], anvet [[Ba'al Shem Tov]] (« Mestr an Anv Mat » ; berrradur « Besht »), ha d'e gelennadurezh.
 
Emled buan ar c'hasidegezh hag ar fed en em santfe stag-kenañ e izili outi o deus sikouret anezhi da stourm ouzh un enebiezh padus. Kreñv oa an enebiezh-se anvet [[mitnagdegezh]], e [[Lituania]] dreist-holl hag e [[Vilnius]] (Vilna gwechall) peurgetket. Aet eo an enebiezh war goazhañ met chom a ra c'hoazh. Deuet eo ar c'hasidigezh da vezañ unan eus c'hoarvoudoù kreiz istor modern ar yuzevien, unan eus dezverkoù sokial ha relijiel yuzevien Reter Europa eo deuet da vezañ.
 
Ma keñverier gant C'hareded (Haredim, "ar re a gren dirak Doue", yuzevien ortodoks) all e pouez ar C'hasided war ar genunvaniezh laouen gant Doue, dre ar c'han hag an dañs peurgetket. Ur perzh dibar all o deus : ar "rebbe" (kelenner) a gaver e penn ur gumuniezh c'hasidek a vez dibabet dre hêrezh. Alies e roer dezhañ an anv a Admor אדמור (berrradur adoneinou, moreinou verabbeinou : « hon aotrou, mestr ha rabin »).
Linenn 16:
Skoet ma oant bet gant c'hwitadenn an daou "vesiaz" [[Sabbataï Tsevi]] ha [[Jacob Franck]], ar rabined o doa talet o lakaat o holl nerzh da studiañ an Talmud gant ar brasañ disfiz e-keñver forzh peseurt birvilh kevrinek e vefe.
 
Kemmet oa bet penn da benn saviad yuzevien Reter Europa goude al lazhadegoù o doa heuliet emsavadeg ar [[Kozaked|Gozaked]] renet gant [[Bohdan Khmelnytsky]] etre [[1648]] ha [[1660]] en Ukraina. Ouzhpenn an daraez krouet gant ar miliadoù a dud lazhet, e tegasas ar pogromoù un diskar ekonomikel ha sokial spontus hag un diouer bras a vuhez speredel. Ranket o doa an darn vrasañ eus ar re a chomet bev dilezel ar studi evit kavout o bara. Brasoc'h e teuas da vezañ an diforc'h etre an dud desket hag an dud simpl.
 
En ur saviad a ziaesterioù pemdeziek hag an disfiz ouzh pep kevrinegezh e kavas un darn vras eus ar Yuzevien ar yuzeviezh akademek divlaz, hep speredelezh ha levenez, war a seblant.
Linenn 22:
Klask a reas Ba'al Shem Tov, den gouiziek, gantañ sekredoù bras a-zivout an [[Torah]] (hervez an hengoun c'hasidek) kavout un diskoulm o lakaat ar pouez war al lid, an dañs, ar c'han (niggoun), al levenez, an trivliadoù (c'hasidout), ar birvilh hag ar gred (hitlac'havout), karout Doue(ac'hava) ha karout an nesañ hep dilezel ar studi evit kement-se.
 
Ur c'hasid a zo un den deol eta, un den a c'hred a glask treuzneuziañ e vuhez dre ar bedenn, meiz gourc'hemennoù Doue, un denn a fell dezhañ bezañ "adc'hanet" drezañ e-unan en diavaez eus beli ar vistri ofisiel. N'eus bet netra skrivet gant ar Besht. Embannet eo bet e gomzoù gant e ziskibled. E vab-kuñv, Nahman a [[Bratslav|Vratslav]] en Ukraina, aet da Anaon e [[1810]] n'en deus skrivet netra kennebeut.
 
War an holl dachennoù-se en deus pep skourr C'hasidek e zoareoù dezhañ.
Linenn 41:
Meur a rann a gaver er c'hasidegezh. An emsav [[Loubavitch]] a zo unan eus ar re vrudetañ. N'int ket skourroù teologel met strolladoù relijiel savet en-dro d'ur rabin karismatek istorel. An aozadurioù c'hasidek a-vremañ a zo bet krouet e fin an XVIIIvet kantved pe e-kerzh an XIXvet.
 
Anvet e vez ar rabin a zo e penn pep rann ''admor'' (Adoneinou, Moreinou Verabbeinou : « hon Aotrou, Mestr ha Rabin ») pe rebbe (kelenner). Diharz eo e c'halloud, ne rent kont nemet da Zoue. Fealded e a-duerien a vez dibleg peurliesañ. Ken dibleg ken ez eus emgannoù taer etre rannoù a-wechoù.
 
Remziadoù a zo eus an ''admored''(admorim). Pep ''admor'' a anv e warlerc'hiad, unan eus e vibien peurliesañ pe un ezel all eus e diegezh.
Linenn 59:
*Hag ouzhpenn : re Aleksander, Apta-Koupichnitz, Ashlag, Belz, Berditchev, Bitchikev, Chernobyl-Dkever, Dinov-Bluzhov, Dinov-Mounkatch, Hanipol, Houst, Kaliv, Karline-Stoline, Kossov-Viznitz, Kotsk, Krechniff, Liadi, Mézéritch, Modzhitz, Nadvorna, Nechiz-Novominsk, Premychlane-Nadverna, Radomsk, Ropchitz, Salenter, Sanz, Slonim, Spinke, Vilna, Worki-Amchinov.
 
Etre [[1880]] ha [[1930]] e voe 4 milion a Yuzevien o kuitaat Reter Europa etrezek ar Stadoù-Unanet, Kornôg Europa ha [[Palestina]) zoken. Tec'hout a raent dirak an [[enepyuzevegezh]] ha diaesterioù ar vuhez pemdeziek. Ar c'humuniezhioù C'haredek o vezañ mirouroc'h a guitaas nebeutoc'h Reter Europa. Un toullad az eas kuit koulskoude ha gwelet e voe strolladoù bihan oc'h ober o annez er broioù bet meneget.
 
Etre an daou vrezel e kreskas niver an harluidi abalamour d'ur saviad politikel distabil (dispac'h ar [[Bolcheviked|Volcheviked]], dizalc'hidigezh [[Polonia]], [[Hungaria]],[[Tchekoslovakia]]...) hag emled an enepyuzevegezh (e [[Polonia]], en [[Alamagn]]...). Klask a reas an dec'hidi repu er [[Stadoù-Unanet]] hag e [[Palestina]] dreist-holl.
 
Tizhet spontus e voe Yuzevien Reter Europa gant ar [[Shoah]] hag en o-zouez ar C'hasided. Bodet niverus e lec'hioù zo, troc'het diouzh ar bed a oa en-dro dezho e vezent aes da gavout hag abalamour da se skoet muioc'h eget re all gant ar ouennlazh. Kalz strolladoù a voe distrujet mik. Re all, kreñv gwechall, a zeus da vezañ bihan-tre. Peur zistrujet e voe ar c'humuniezhioù-se gant ar renadur komunour abalamour d'e bolitikerezh enep relijion.
 
====Adsav====
 
Ar rummadoù o doa trawalc'h a izili er [[Stadoù-Unanet]] hag e [[Palestina]] e [[1945]] a zo chomet bev. Gwan-tre er penn kentañ o deus gellet adsevel en un doare marzhus. Stag eo an adsav-se eus ur c'hresk demografek bras en diabarzh (kalz familhoù o deus etre 7 ha 10 bugel) hag eus ul labour start graet gant strolladoù zo (al Loubavitch peurgetket) e-touez ar c'humuniezhioù Yuzev evit dedennañ tud.
 
Kavout a reer hiziv C'hasided e tost pep kumuniezh Yuzev met dreist-holl er [[Stadoù-Unanet]] hag en [[Israel]].
Linenn 88:
Evel kazi holl ar C'hreded o deus disfiz ouzh ar vodernegezh ideologel kenkoulz ha teknel.
 
Evito e laka an demokratelezh divizoù an dud a-us da re Zoue. Magañ a reont en he c'heñver pe enebiezh pe diseblanted.
 
Enep-krenn ar gevatalded etre paotred ha merc'hed int. O aozadur kevredigezhel en deus kentelezh ar baotred hag ar rabined peurgetket evel diazez.
Linenn 94:
E-keñver modernelezh teknel e tegemeront ar pezh na ya ket enep lezennoù ar relijion met nac'h a reont traoù all evel ar skinwel.
 
Disfiz bras a chom en o zouez e-keñver ar sionouriezh (distrujet en deus Doue Israel abalamour d'e bec'hedoù, adsavet e vo Israel gant Doue dre hanterouriezh ar Mesiaz, klask ober hep ar Mesiaz a zo pec'hed bras, mont enep youl Doue) daoust da gemmoù zo. Strolladoù evel al Loubavitch a zo troet kentoc'h a-du (hep lavarout ez int sionourien o-unan koulskoude) pa chom ur bihan niver enep-krenn evel C'hasided Satmar ezel an Edah Haredit a c'houlenn ma vo distrujet Israel.
 
Pa c'hellont e vevont e karterioù dezho evit gellout bevañ evel ma fell dezho hep re a zarempred gant ar bed diavaez.