El Cid : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: a v → a v (4) using AWB
Linenn 2:
[[Restr:Burgos gigantones 2.jpg|thumb|Ramzed el Cid ha Jimena, en festoù Burgos]]
[[Restr:Armiger regis 1098-1109.jpg|thumb|Un ''armiger regis'' el ''[[Libro de los testamentos]]'', ''[[circa|c.]]'' [[1118]]]]
'''Rodrigo Díaz de Vivar''', lesanvet '''''El Cid''''' (Vivar del Cid, [[Burgos]]?, war-dro [[1048]] - Valencia, [[1099]]), a oa ur [[Marc'heg (den)|marc'heg]] [[kristen]] eus [[Kastilha]] hag a vrezelekaas ouzh ar [[Islam|vuzulmaned]]. Kemer a eure kêr [[València]] ha sevel enni un aotrouniezh e [[1094]], a chomas en he sav betek e varv ma c'hallas he legadiñ d'e bried Jimena Díaz, ha hi he dalc'has neuze betek [[1102]], pa voe adkemeret gant ar vuzulmaned.
 
Ar ''Cid'' zo anezhañ ur brezelour hag a gemeras perzh er ''[[Reconquista]]'', ha war un dro un haroz mojennel en deus awenet ar pouezusañ meurgan spagnolek, ''[[Cantar de mio Cid]]''. Anavezet eo evel "''el Campeador''" (''Campidoctor'' e [[latin]]), da lavarout eo an den a ouie en em gannañ war ar maez, hag "''el Cid''" (eus ar ger [[arabek]] rannyezhel سيد [[sīdi]], "aotrou"). En e vev e oa anavezet evel ''Campeador'', evel a lenner en ur skrid eus [[1098]], sinet gantañ e-unan, pa skriv « ''ego Rudericus Campidoctor'' ». En dihelloù arabek eus an [[XIvet kantved]] hag eus deroù an [[XIIvet kanted]], ez eo anvet الكنبيطور ''alkanbīṭūr'' pe القنبيطور ''alqanbīṭūr'', pe ''Rudriq'', ''Ludriq al-Kanbiyatur'', ''al-Qanbiyatur'' ("''Rodrigo el Campeador''").
 
Lesanvet e voe ''Cid'' (un anv roet da bennoù-brezel kristen all) goude ma kreded e c'halle bezañ anvet evel-se abaoe ar skoazell roet da roue [[taifa Zaragoza]] etre [[1081]] ha [[1086]], adalek ma kemeras kêr Valencia e 1094, met an anv a lenner dija (evel ''Meo Çidi'') er ''Poema de Almería'' savet etre [[1147]] ha [[1149]].
Linenn 18:
Awenet en deus meur a oberenn lennegel e meur a vro.
* ''Cantar de mio Cid'', savet war-dro [[1128]] e [[spagnoleg]].
* ''[[Le Cid]]'', ur pezh-c'hoari [[gallek]] gant [[Pierre Corneille]] e [[1636]].
 
==Notennoù==