Kastell Josilin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D MI
D →‎Istor: typo, replaced: a [ → a [ using AWB
Linenn 13:
[[Olier Klison]], a brenas douaroù aotrou Josilin e 1370, hag adsevel a reas ur mell kastell gant eizh tour hag un tour-meur 90 metr uhelder. Dimeziñ a reas e verc’h, Beatrix, gant [[Alan VIII Roc'han]], eus [[Tiegezh ar Roc'haned]], a oa o c’hastell un ugent kilometr bennak diouzh Josilin.
 
E [[1488]] e voe aloubet ar c’hastell gant dug Breizh, [[Frañsez II (Breizh)|Frañsez II]], ha kroget d’e zistrujañ.. Gant e verc’h, [[Anna Breizh|Anna]], e voe rentet da [[Yann II Roc'han]], mab-kuñv da Olier Klison.
 
Gant hennezh e voe treuzfurmet ar c’hastell : dont a reas da vezañ ur c’hastell annez gant un tal greunvaen kizellet-kaer, unan eus skouerioù kentañ arz an [[Azginivelezh]] e kornôg Europa, savet gant micherourien deuet eus Italia. Gant Yann II Roc’han e voe lakaet kizellañ un toullad ''A''-où bras, en enor d’an Dugez Anna.