Bianca Cappello : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: t [ → t [ (8) using AWB
Linenn 1:
[[File:Alessandro Allori - Portrait of Bianca Cappello.jpg|thumb|200px|'' Poltred Bianca Cappello'', gant [[Alessandro Allori]], [[Uffizi]]]]
[[File:Lavinia fontana Bianca Cappello.jpg| thumb| Bianca Cappello poltredet gant [[Lavinia Fontana]]. ]]
[[File:Alessandro Allori - Bianca Capello (Dallas Museum).jpg|left|thumb|Bianca hag [[Antonio de' Medici]] ]]
'''Bianca Cappello''' a oa un itron eus [[Firenze]] er XVIvet kantved. [[Serc'h]] e oa da [[Francesco Iañ de' Medici]] 1574-1587, eil [[dug-meur Toskana]]. Hennezh a oa dimezet, ha pemp bugel dezhañ. Goude marv e wreg e 1578 ec'h addimezas an dug-meur da Bianca Capello.
 
==He buhez==
Merc'h e oa da Pellegrina Morosini ha [[Bartolomeo Cappello]], un denjentil pinvidik-mor eus Venezia. Brudet e oa he c'hened hag he deskadurezh.
 
Da 15 vloaz ec'h orgedas ouzh [[Pietro Bonaventuri]], ur paotr yaouank eus kêr Firenze, hag a laboure e Bank ar [[Salviati]] e Venezia. E miz Du [[1563]] e tec'has an daou yaouank da [[Firenze]], gant bravigoù ar plac'h. E [[1564]] e voe lidet an eured. Ur verc'h o doe, anvet Virginia.
 
Gouarnamant Venezia a reas e seizh gwellañ da adtapout ar plac'h hag ar braverioù, met gwarezet e oa an daou yaouank gant an dug-meur [[Cosimo Iañ de' Medici]]. A-benn ar fin e voent laosket sioul.
 
Fall e troe an traoù gant tud he fried, labourerien baourtroet gant hec'h arc'hant. Ouzhpenn-se e oa krog mab an dug-meur [[Francesco Iañ de' Medici|Francisco]] da ober war-dro Bianca, goude ma oa dimezet da [[Janed Aostria]], pe Janed Habsbourg, nizez d'an Impalaer [[Karl V]], ha da ginnig bravigoù hag arc'hant d'ar Venezianez koant. Evit sioulaat ar gwaz e voe roet labour dezhañ el lez ha lakaet merc'hed all war e dro. Un deiz, e [[1572]], e voe lazhet Pietro e straedoù Firenze.
 
[[Cosimo Iañ de' Medici]] a varvas en [[1574]] ha Francisco a renas war e lerc'h. Staliañ a reas Bianca en ur palez eus ar re gaerañ, tostik d'e hini, diseblant ouzh an dichekadenn a rae d'e bried war un dro: hennezh eo ar [[Palazzo di Bianca Cappello]], savet gant an tisavour [[Bernardo Buontalenti]].
Mervel a reas Janed en [[1578]] ha dimeziñ a reas Francisco didrouz gant Bianca e Mezheven [[1579]]. Diwezhatoc'h e voe graet ar banvez eured.
 
==Marv==
Mervel a eurejont o daou d'an 19 a viz Here 1587, ha pell amzer e voe kredet e oa marteze gant ar [[malaria]], goude ma oa diskred e c'halle bezañ goude lonkañ kontamm. Lavaret ez eus bet e oa [[Ferdinando Iañ de' Medici]] (1587-1609), breur d'he fried an dug-meur Francesco ha dug-meur war e lerc'h, an hini a oa kiriek da se: en e di o devoa koaniet ha kasoni a vage ouzh Bianca. <br />
 
E miz Kerzu [[2006]] e oa kaoz e kazetennoù Italia eus dielfennadur [[avu]]où an daou bried ha kavet roud eus [[arsenik]].
E 2007 eo bet kadarnaet ar c'hontammadur, gant ur studienn embannet er British Medical Journal. Ar muntr avat n'eo ket prouet.
 
==C'hoariva==
Gant buhez Bianca Cappello eo bet awenet [[Thomas Middleton]] da skrivañ ''Women Beware Women''.
 
== Lennadurezh==