Marc'harid Aostria (1480-1530) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: a a → a a (21) using AWB
Linenn 2:
[[File:Marguerite d'Autriche.jpg |thumb|200px|Marc'harid Aostria]]
[[File:Bernaerd van Orley 002.jpg|thumb|200px|Poltred Marc'harid Aostria gwisket en intañvez.]]
'''Marc'harid Aostria''' (1480-1530), merc'h da [[Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel]] ha da [[Mari Bourgogn]] (1457-1482)|, a oa arc'hdugez Aostria, dugez Bourgogn ha Savoia, gouarnerez an [[Izelvroioù bourgognat]] evit he niz [[Karl V]].
 
== Dimezet da dri bloaz ==
 
D'ar 27 a viz Meurzh [[1482]], pa varvas he mamm [[Mari Bourgogn]], e taolas [[Loeiz XI]], roue Bro-C'hall, he c'hrabanoù war [[Artez]], [[Franche-Comté]], Charolais, Mâconnais hag Auxerrois, hag evit diazezañ e daol preizherezh e varc'hatas gant Masimilian yaouank dimeziñ e vab, an daofin Charlez ( a vo [[Charlez VIII]]), gant Marc'harid, merc'h Masimilian, ([[Feur-Emglev Arras]], 1482).
 
[[Image:Biens Marguerite Autriche.png|left|thumb|200px| Madoù Marc'harid Aostria entre feureglevioù Arras (1482) ha Strasbourg (1505)]]
En [[1483]], pa ne oa Marc'harid Bougogn nemet 3 bloaz, e voe kaset da [[Amboise]] da vezañ savet evel [[Merc'h Bro-C'hall]] gant Madame de Segré, dindan urzhioù [[Anne de France]], itron Beaujeu, merc'h da Loeiz XI ha rejantez ar rouantelezh. Savet e voe ar plac'hig pell diouzh he zud, war lez al Liger, e galleg eta, hogen moumounet gant an holl. He danvez-pried a oa dek vloaz koshoc'h a oa karadek en he c'heñver ha tomm e oa-hi outañ. Met en 1491, dre abegoù politikel, e voe kaset kuit gant [[Charlez VIII]] a zimezas da [[Anna Breizh]].
 
Kaset kuit e voe en 1491 (ha n'eo ket e 1489 evel a vez lavaret a-wechoù). En miz Here 1490 c'hoazh en devoa Charlez graet al le war ar Pevar Aviel da zoujañ peoc'h Frankfurt, ha hervez ar skrid anezhañ e ranke eurediñ da Varc'harid.
 
Koulskoude eo adalek 1488 e oa brud eus kas kuit Marc'harid Aostria, da lavarout eo da lezel [[Artez]] ha [[Franche-Comté]] evit kemer Breizh, petra bennak ma voe dimezet [[Anna Breizh]] e 1490 (dre hanterouriezh) da [[Masimilian|Vasimilian]], tad Marc'harid. Sur e oa neuize Marc'harid da vezañ rouanez, hag evit asuriñ anezhi a se en devoa ar roue Charlez lakaet poltrediñ anezhi gant Bourdichon, livour ofisiel al lez <ref>Dihelloù broadel Bro-C'hall, KK76 : kontoù kambr ar roue.</ref>.
 
D'ar 25 a viz Du 1491 eta, e [[Baugé]], e-kerzh un emgav gant Charlez eo e kemeras eñ ""koñje" anezhi, hogen e miz Kerzu en ofisiel, petra bennak ma c'haller lavarout ne veze ket graet dezhi evel d'ur rouanez ken adalek deroù 1491. Kuit e voe kaset d'he zad gant hec'h [[argouroù]]. Daou vloaz goude e voe sklaeraet he flanedenn gant [[feur-emglev Senlis (1493)]].
 
Droug a vagas Marc'harid ouzh Bro-C'hall a-hed he buhez, nemet ouzh [[Anna Breizh]], a gemeras truez outi, ne reas ket, rak kenskrivañ ganti a reas <ref>Henri Pigaillem, Anne de Bretagne, Taillandier 2012, p. 141.</ref>.
 
==Dimeziñ e Spagn==
Ha hi d'an Izelvroioù war he c'hiz ma oa gortozet gant [[Marc'harid York]], intañvez he zad-kozh, [[Charlez an Her]]. He zad Masimilian neuze a grogas da varc'hata div eured gant ar Rouaned Katolik : hini e vab Fulup gant Janed Kastilha, ha hini Marc'harid gant an infant [[Juan Aragon ha Kastilha]], pennhêr div rouantelezh, [[Rouantelezh Aragon]] ha [[Rouantelezh Kastilha]].<br />
 
E 1496 setu hi war an hent da Spagn eta. Bamet e voe Juan, a-hervez gant koantiz e zanvez pried. Hogen klañv e oa gant an droug-skevent ha mervel a reas c'hwec'h miz goude an eured, d'ar 4 a viz Here 1497.
 
Pa varvas Juan e oa dougerez Marc'harid. Ken glac'haret e oa gant marv he fried ma c'hanas he merc'h a-raok ar c'houlz, d'an [[8 a viz Kerzu]] 1497, ha ma varvas ar bugelig.
Daou vloaz c'hoazh e chomas e Spagn a-raok mont en-dro da gêr Bruxelles en 1500, da lidañ badeziant he niz ha filhor [[Charlez Aostria]]. Ne oa c'hoazh nemet 20 vloaz.
==Dimeziñ adarre==
 
==Dimezioù ==
Teir gwech e voe dimezet, bugel ebet n'he doe.
*E 1483 en [[Amboise]] d'an danvez-roue gall [[Charlez VIII]], ha hi 3 bloaz. Eizh vloaz goude, e 1491, e voe kaset kuit: er bloavezh-se en-eeun e timezas ar [[roue gall]] da [[Anna Vreizh]].
* Dimezet e voe da vat en 1497, da 17 vloaz, da [[Juan Aragon ha Kastilha]] (1478-1497), [[priñs Asturiez]]. Mervel a reas ar priñs c'hwec'h miz goude gant an droug-skevent.
**Ur verc'h [[dalif]] he doe, met ne vevas ket.
*Addimezet e voe Marc'harid e 1501 da [[Philibert II Savoia]]. Bugel ebet n'o doe.
 
==He marv==
Mervel a reas divugel. Met ober a reas war-dro he nizez [[Marc'harid Aostria (1522-1586)]], bastardez [[Karl V]] ha [[Johanna Maria van der Gheynst]]. Honnezh a voe gouarnerez an [[Izelvroioù spagnol]] (1559-1567) evit he hantervreur [[Fulup II (Spagn)]].
 
== Notennoù ==