Dominicus Lampsonius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
yezh
D →‎E vuhez hag e oberenn: typo, replaced: a t → a t (9) using AWB
Linenn 2:
 
==E vuhez hag e oberenn==
N'eo ket brudet Lampsonius evel arzour, met kentoc'h evel damkanour an arzoù. Kenskrivañ a reas gant [[Giorgio Vasari]], ha titouroù a roas dezhañ diwar-benn buhez hag oberenn [[Lambert Lombard]] hag a voe implijet er pennad gouestlet dezhañ e-barzh e levr ''Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori'' (Buhez al livourien, kizellerien ha savourien wellañ)<ref>Till-Holger Borchert - The discovery of the art of painting of Bruges; catalogue of the exhibition : Bruges and the Renaissance, 1998</ref>.
 
Etre [[1554]] ha [[1558]] e voe sekretour [[Reginald Pole]], hag eñ arc'heskop [[Canterbury]]. Gantañ ez eas da [[Roma]] ha da [[Liège]], hag eno e kejas gant Lambert Lombard. Pa varvas Reginald Pole e labouras evit priñs-eskibien Liège : [[Robert de Berghes]], [[Gerard van Groesbeek]] ha [[Ernst von Bayern]].
[[Skeudenn:Portrait-of-Jan-Van-Eyck-by-Lampsonius.jpg|thumb|right|150px|Poltred engravet [[Jan van Eyck]] (1572)]]
E [[1565]] e skrivas buhezskird al livour [[Lambert Lombard]] : ''Lamberti Lombardi apud Eburones pictoris celeberrimi vita'' (embannet gant A. Del Vita e 1938). El levr-se e lakaas Lampsonius e vennozhioù war an arzoù.
 
E [[1572]] e lakaas embann ul levr ennañ 23 foltred livourien vrudet an Izelvroioù anvet ''Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies''. Gant kement poltred a oa e savas Lampsonius ur barzhoneg latin.
[[Otto van Veen]] a zeskas gant Lampsonius d'ar mare-se.
 
Lampsonius a skrivas ivez barzhonegoù e latin, hag a genskrivas gant [[Giorgio Vasari]] ha [[Giulio Clovio]]. N'anavezer nemet un daolenn savet gant Lampsonius, ur C'hroazstagadur eus [[1576]], a zo miret hiziv an deiz e iliz Saint-Quentin Hasselt.
 
== Levrlennadur ==