Ray Charles : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
astenn
Arko (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Ray Charles (cropped).jpg|thumb|right|Ray Charles]]
'''Ray Charles''', Raymond Charles Robinson e anv klok, a oa ganet d'an 23 a viz Gwengolo [[1930]] e [[Albany]] ([[Georgia]]) ha marvet d'an 10 a viz Even [[2004]] e [[Beverly Hills (Kalifornia)|Beverly Hills]] ([[Kalifornia]]). Unan eus sonerien stadunanat brasañ an {{XXvet kantved}} eo bet, kenkoulz hag ur c'haner, soanozer, kempenner ha pianoour [[jazz]], [[gospel]], [[blues]], [[country]] ha [[rythm and blues]]. Digoret en deus an hent d'ar [[soul]] boutin gant [[Sam Cooke]] ha [[Solomon Burke]].
 
Ur soner liesdoare, dall ha du e oa. Dont a reas da vezañ brudet spontus e-touez an dud du koulz hag ar re wenn. Brudañ hag implijañ a reas doareoù ar gospel (kemmañ kendoniadennoù, framm ar c'hanaouennoù, teknikoù kan ha diskan, yudadennoù, garmadennoù ha klemmichadennoù) o lakaat komzoù blues war an tonioù-se e krouas ur seurt sonerezh nevez.