Septimius Severus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: b e → b e (14) using AWB
Linenn 3:
 
== E vuhez ==
Ganet e voe e 146 e [[Leptis Magna]], 100 km er gevred da gêr [[Kartada]], e proviñs roman [[Africa (proviñs roman)|Africa]], war aod ar [[Mor Kreizdouar]], en un tiegezh a renk uhel. Mab e oa da Publius Septimius Geta, a orin [[fenikian]] ha [[berber]], ha da Fulvia Pia <ref>François Zosso & Christian Zingg : ''Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C''. Embannadurioù Errance. 1994. p. 69</ref> a orin italian.
Marc'heien ha senedourien a oa bet er familh, tad e dad a oa bet prefed Leptis a-raok bout kentañ [[duumvir]] pa deuas ar geoded da vout trevadenn roman en amzer an impalaer [[Trajan]].
 
Hervez [[Dion Cassius]] e oa bihan a vent, treudik, birvidik, ha tavedek. Komz a re latin gant pouez-mouezh punek e vro, ha brizhkredennus e oa.
 
E 172 e voe anvet da senedour gant an impalaer [[Marcus Aurelius]]. [[Prokonsul]] Tarraconense e voe entre 178 ha 180. E 190 e voe anvet da gonsul.
 
Dimezet e oa da Paccia Marciana, hogen mervel a reas digantañ.
E 187 ec'h addimezas da [[Julia Domna]], arabez eus Siria, a oa bet diouganet dezhi e timezje d'ur roue. Domna a oa merc'h d'un den pinvidik, [[Julius Bassianus]], beleg meur Templ an Heol en Emesa. Daou vab o doe : L. Septimius Bassianus "[[Caracalla]]" ha [[Publius Septimius Geta]].
 
===Brezel diabarzh (193-197) ===
 
==== Pertinax ====
D'an 31 a viz kerzu 192 e voe drouklazhet an impalaer Commodus gant iriennerien a ginnigas d'ar prefed [[Pertinax]]kemer ar galloud, goude kinnig anezhañ d'ar bretorianed ha d'ar Sened. Ha Helvius [[Pertinax]] da reiñ un ''[[donativum]]'' d'ar bretorianed, hag ar sened da reiñ ar galloud dezhañ. Buan avat e welas e oa goullo arc'h an impalaeriezh ha klask a reas pellaat ar bretorianed diouzh ar galloud hag o lakaat da sentiñ ouzh reolennoù ar genurzh. Tri d'an [[28 a viz Meurzh]] [[193]] e voe drouklazhet gant ur bagad pretorianed emsavet.
 
==== Trec'h war Didius Julianus ====
Linenn 26:
 
==== Trec'h war Clodius Albinus ====
En Enez Vreizh [[Clodius Albinus]],
 
==E varv ha goude==