Giovanni Boccaccio : diforc'h etre ar stummoù

D
typo, replaced: . E → . E (5) using AWB
D (corr using AWB)
D (typo, replaced: . E → . E (5) using AWB)
En yaouank e stagas da skrivañ barzhoniezh. Sot e oa gant [[Dante]] hag abalamour da se e kave dezhañ n'hallje ket bezañ ar barzh gwellañ, met sur e oa da vezañ an eil. Pa anavezas labour [[Petrarca]] avat e kollas pep goanag hag e skoas en tan an darn vrasañ eus e varzhonegoù.
 
En [[1362]] e troas ouzh ar relijion, hag e fellas dezhañ skeiñ en tan e holl zornskridoù. Dizaliet e voe gant Petrarca. Er memes bloaz e voe degemeret gant [[Niccolò Acciaiuoli]] en e gastell, [[castello di Montegufoni]].
 
Tremen a reas ur pennad amzer e [[Naplez]], ma savas an [[Decameron]], ha goude mont da chom da [[Firenze]].
 
===Fin e vuhez===
En em dennañ a reas da Certaldo, ma vevas en dienez. En [[1373]]-[[1374]] e voe pedet gant kêr Firenze da ober ul lennadenn eus [[Divina Commedia]] Dante dirak ar bobl en iliz San Stefano di Badia, hag en ober a reas betek e varv.
 
<!--
 
===En italianeg===
*''[[Il Decameron]]'', romant en komz-plaen, skrivet entre [[1349]] et [[1353]]. E gwirionez eo un dastumad 100 danevell, kontet tro ha tro e-pad 10 deiz (ha setu a belec'h e teu anv al levr) gant 7 maouez ha 3 gwaz yaouank a zo o tec'hel rak ar vosenn zo oc'h ober he reuz e kêr Firenze en [[1348]]. gant an oberenn-se e voe awenet kalz a skrivagnerien, evel [[La Fontaine]] ha [[Geoffrey Chaucer]].
 
*''Il Filocolo'', skrivet e Naplez war-dro [[1336]], diwar-benn daou amourouz, Florio ha Biancofiore;