Maastricht : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ardamezioù
D →‎Istor: typo, replaced: e u → e u (2) using AWB
Linenn 30:
Er [[Krennamzer|Grennamzer]], e oa renet Maastricht war un dro gant dug [[Brabant]] ha gant Priñs-Eskob [[Liège]].
 
Chom a reas an traoù e-giz-se betek aloubidigezh ar [[Bro-C'hall|C’hallaoued]] e [[1794]], goude ur [[Seziz Maastricht (1794)| seziz]] hag a badas 45 deiz. Goude-se, Maastricht a voe pennlec’h departamant ar [[Meuse-Inférieure]], betek [[1814]].
 
War-lerc’h faezhidigezh [[Napoleon]], en em gavas Maastricht e [[Rouantelezh Unanet an Izelvroioù]] e [[1815]]. Goude an disparti etre [[Belgia]] hag an [[Izelvroioù]] e voe resisaet an harzoù etre an div vro e [[1839]] gant [[Emglev Londrez (1839)|Emglev Londrez]] : Maastricht ha reter Limbourg, daoust dezho bezañ tostoc’h da Velgia e pep keñver, a voe lakaet en Izelvroioù. Abalamour m’emañ pell diouzh kreiz an Izelvroioù, en ur vroig paket etre Belgia hag Alamagn, eo chomet distag a-walc’h Maastricht diouzh ar peurrest eus an Izelvroioù, a-fet spered ha sevenadur.