Republik sizalpin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Istor: typo, replaced: t [ → t [ (3) using AWB
Linenn 8:
Embannet e voe republikoù nevez an eil war-lerc’h eben, e Ferrara, [[Republik Bologna|Bologna]], Reggio, Modena, ha re all).
 
D’ar 15 a viz Here 1796, gant an douaroù er c’hreisteiz d’ar [[Po]] (Modena, Bologna, Ferrara ha Reggio) e voe savet ur ''C’hengevredad sispadan'', gant skoazell Bonaparte, hag en devoa ezhomm da sioulaat an traoù evit gallout kaout soudarded nevez da vont da vrezeliñ ouzh Aostria. Gant ar C’hengevredad e voe graet [[Republik Cispadania]] d’ar 27 a viz Kerzu, a voe roet dezhi ur Vonreizh d’an 19 a viz Meurzh 1797. D’an 30 a viz Genver 1797 e voe kresket, gant [[Massa]]-ha-[[Carrara]] ha [[Garfagnana]], ha neuze, d’an 19 a viz C’hwevrer 1797, gant [[Romagna]].
 
Savet e voe ur bagad gwarded keodedel, gant chaseourien ha kanolierien.
D’ar [[7 a viz Genver]] [[1797]], er [[Sala del Tricolore]] e Reggio, e voe savet ur gouarnamant ha dibabet ur banniel.
 
D’an [[29 a viz Mezheven]] [[1797]] e voe kendeuzet Republikoù Cispadania ha Transpadania, d’ober ar “Republik Sizalpin”.