Morfudd : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: g e → g e (4) using AWB
D typo, replaced: a [ → a [ (6) using AWB
Linenn 1:
'''Morfudd''' pe '''Morfudd ferch Urien''', pe ''Morfydd'' (e [[saozneg]]), a oa [[merc'h]] [[Urien Rheged]] ha [[Modron]], ha [[c'hoar]] ar priñs-haroz [[Owain ab Urien]] e rouantelezh [[Rheged]] en [[Hanternoz kozh]] ar [[Brezhoned|Vrezhoned]].
 
Meneg anezhi zo e [[Trioedd Ynys Prydain]] ([[Triadoù Enez Vreizh]]) hag en danevell ''[[Culhwch ac Olwen]]''. Ur garantez divarvel zo savet etre Morfudd ha [[Cynon fab Clydno]], unan eus brezelourien [[Arthur]] hervez ar vojenn a zamweler en Trioedd, pezh a ziskouez e oa ur gontadenn-bobl diwar-benn an daou zen yaouank a oa anavezet er Grennamzer.
 
==Mojenn==
Kaoz eus Morfudd hag he breur Owain zo en ur vojenn liammet ouzh [[Llanferres]], e [[Sir Ddinbych]]. Tost da Lanferres e oa ur roudour anvet Rhyd-y-gyfarthfa (Roudour an Harzhva) ma teue chas ar vro da harzhal met ne grede den mont di da welout petra a c'hoarveze ken na eas [[Urien Rheged]] un deiz da welet, ma kavas ur plac'h o kannañ. Goude dezho c'hoari daou er roudour e lavaras ar plac'h da Urien e oa merc'h da roue [[Annwn]], hag e oa bet kondaonet da gannañ eno ken na he dije ur mab diwar ur c'hristen. Lavarout a reas da Urien dont en-dro a-benn bloaz, ha pa zeuas e kavas anezhi gant daou vugel, [[Owain ab Urien|Owain]] ha Morfudd. N'eus roet anv ebet da blac'h ar roudour er vojenn met e-barzh unan eus Trioedd Ynys Prydain (70) eo meneget Owain ab Urien hag e c'hoar Morfudd evel bugale da Modron ferch Afallach.