Brezel Hêrezh Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: . G → . G (3) using AWB
Linenn 1:
'''Brezel Hêrezh Spagn''' zo ur brezel etre meur a vro en Europa a c'hoarvezas etre 1701 ha 1714, evit gouzout piv a gemerje kurunenn Spagn goude marv ar roue [[Carlos II]], an diwezhañ roue Habsburg, manet divugel. Brezel bras diwezhañ [[Loeiz XIV]] e oa, ha gant hennezh e teuas a-benn da lakaat ur roue gall e Madrid, e vab-bihan Philippe de France, a deuas da vout [[Felipe V]]. Hogen ne c'hallas ket goulenn kurunenn Bro-C'hall evitañ nag e ziskennidi. Gantañ e voe degaset al [[lezenn salek]] da Vro-Spagn, ha talvezout a raio al lezenn-se betek ar [[ Pragmatica Sanctio (1830)| Pragmatica Sanctio]], er bloaz [[1830]].
 
[[Restr:Juan de Miranda Carreno 002.jpg |thumb| left| [[Carlos II]]. Brezel a voe dre an abeg ma oa dibennhêr. ]]
Linenn 16:
 
* Gwanaet ha paouraet e oa Spagn, ne felle dezhi nemet mirout hec'h [[Impalaeriezh Spagn| impalaeriezh tramor]], ha ne glaske ken bezañ ur galloud a-bouez en Europa.
* Habsbourged Aostria, skourr yaouañ Tiegezh Spagn hag a rene war an [[Impalaeriezh santel]] hag [[Arc'hdugelezh Aostria]], a gave dezho e ranke kurunenn Spagn gant [[Karl VI an Impalaeriezh santel |Karl]], mab yaouañ an impalaer [[Leopold Iañ an Impalaeriezh santel]].
*Loeiz XIV a gave dezhañ en devoa kement a wirioù, pa oa mab ha pried d'un infantez spagnol.
* Ar broioù galloudek all war vor, [[Rouantelezh Bro-Saoz]] hag ar [[Proviñsoù-Unanet]], ne felle ket dezho gwelout na Bro-C'hall na Spagn o kreñvaat, gant impalaeriezh [[Carlos Iañ Spagn)]] o sevel en-dro.