Max Stirner : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
kempenn
D →‎Preder Stirner: typo, replaced: . M → . M using AWB
Linenn 14:
'''Gwerzidigezhioù :'''
Ar Stad setu ar werzidigezh gentañ, an hini a vez kaoz ar muiañ diouti gant Stirner. Diskouezh a ra deomp ez eo kement stumm eus ar Stad ur gwask, bevenniñ a reont an den, zoken p’eo diskleriet, evel er Stad frankizour, evel ur gwarez da frankiz ha da levenez an den. Stirner a dag dreist-holl ar [[Demokratelezh|Stad demokratel]] ha frankizour hag a zo diazezet war kemer perzh ar bobl: ar [[geodedouriezh]] eo. Ar geodedouriezh a lakaa ar Stad dreist pep tra, ar Stad-se a zo skeudenn an den. Met ar Stad demokratel-se daoust ma tiskler kaout evel pal nemetañ frankiz an den a bevenn ar frankiz-se en ur grouiñ deverioù keodedel : " servijout a zo bezañ dieub, ar ar servijour sentus setu an hini dieub! Ha setu kaozioù toull, diotachoù." Ne dalv ket ar boan hunvreal, uhelveno ar Stad n’eo ket frankiz mab-den, n’eo ket e levenez met, met e lezel en un live izel evit ma vefe ar muiañ a dud par, pal ar stad a zo neuze ur gevredigezh stabil, un urzh gwirion, ur frankiz bevennet enebet eo diouzh an anarkiezh, diouzh ar rouestlder, diouzh an hinnielouriezh. <br>
Evel-se er stad liberal e ren ar « ratio » ha n’eus plas ebet evit an hinienn. Ar pep grevusañ n’eo ket ar sujidigezh a-enep diouti ez eus tu stourm atav, met an aotrouniezh skañv, en ur stad demokratel ez eo pilpous ha skoachet. En em silañ a ra ha gwakañ a ra an dud. An aotrouniezh a zo endalc’het enni : an [[archer]], ar [[soudard]], paotr an tailhoù, ar servij soudard… Stirner a lak war wel ar pezh eo ar velestradurezh : ur mekanik da ziskar an hinienn ha mezhekaa anezhi. Ar velestradureh a zo ar sitem e lec’h m’eo ar gwashañ ar hierakiezh, an implijidi a zo mezhekaet gant o renerien hag en em veñjiñ reont war an dud all. Pa ‘z eus ur gudenn ez eo atav dre fazi ar rener er burev e-kichenn pe ar sekretourezh.