Skolaj Diwan Kemper : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Adskrivet istor ar skolaj
D →‎Istor: typo, replaced: e a → e a (2) using AWB
Linenn 5:
 
== Istor ==
Savet e voe e 1994 ur gevredigezh anvet "Evit skolaj Kemper" evit klask reiñ ul lec'h dereat da skolajidi Diwan o chom etre [[Naoned]] ha Kemper, pa vanke plas e [[Skolaj Diwan Penn-ar-Bed]]. Aotreet e voe gant ar Stad evel un adskolaj da hemañ diwezhañ.<br>Ur pikol savadur eo ar c'hloerdi kozh ha ne glote ket gant ezhommoù ar skolaj, daoust dezhañ da bourveziñ [[kouskva]]où e-leizh. Diabarzhiat hogos an holl skolajidi e voe, zoken ar Gemperidi. [[Yann-Fañch Jacq]] a yeas da vezañ ar rener kentañ. Digoret e voe ar c'hwevret hag ar pempet klas er bloavezh kentañ hag ar pevare hag an trede da-heul.
 
E distro-skol 1999 e voe anvet [[Padrig an Habask]] da rener. Digoret e voe Skolaj Gwened evit degemer skolidi Bro-Gwened ha Bro-Naoned.
E distro-skol 2004 e tilojas ar skolaj war-zu Penharz, e savadurioù skol gozh Louis Hémon, e karter Kervoazan, asambles gant eil skol Diwan Kemper ha kreizenn-stummañ Diwan, [[Kelenn (kreizenn-stummañ)|Kelenn]], hec'h anv. E-pad an daou vloavezh da-heul, ti-annez an diabarzhidi a voe e kreizenn vakañsoù Berry-Tudy en [[Enez-Tudi]] ha war-lerc’h e voe kaset da Gambr Micherioù Penn-ar-Bed, e karter [[Kuzon]], e Kemper evit daou vloaz all. Met, pa voe kambreier Kuzon da vezañ adnevezet e tleas an ti-annez bezañ kavet e kreizenn Kerheol an [[ULAMIR]] e bourc’h [[Plogastell-Sant-Jermen]] adalek an distro-skol 2008. E 2019 e tistras an diabarzhidi en Enez-Tudi.
En enor da skrivagner [[Lotei]], anvet eo voe “Skolaj Diwan [[Jakez Riou]]” e 2005 ha e teuas distag diouzh skolaj ar [[Releg-Kerhuon]] da-heul. Da isrenerez ez eas [[Fanny Chauffin]], hag hi kelennerez war ar galleg.