Raymond Chandler : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
pic in ifobox
D →‎E vuhez: typo, replaced: ] e → ] e (3) using AWB
Linenn 31:
E [[1912]] e tistroas d’ar [[Stadoù-Unanet]] hag e heulias ur stummadur a-benn bezañ kontour. E [[1917]] ec’h emouestlas en arme [[Kanada]] hag e vrezelas e [[Bro-C’hall]]. Goude an arsav-brezel en em stalias e [[Los Angeles]] hag e vevas gant Cissy Pascal, ar plac’h hag a zeufe da vezañ e wreg.
E [[1932]] e teuas Chandler da vezañ bezprezidant Dabney Oil Syndicate (Signal Hill, [[California]]) met skarzhet e voe rak ur mezvier e oa. E-unan e teskas skrivañ testennoù ''pulp'' a-benn bevañ.
E-barzh [[Black Mask]] e voe embannet e istor kentañ e [[1933]]. E [[1939]] e voe embannet e romant kentañ (The Big Sleep). Berzh a reas e romantoù, neuze e skrivas senarii evit [[Hollywood]] (gant [[Billy Wilder]] da skouer evit ''Double Indemnity'' ([[1944]])). Ar senario nemetañ ijinet penn-da-benn gantañ eo ''The Blue Dahlia'' ([[1946]]).
 
Cissy a varvas e [[1954]] ha Chandler a grogas da lonkañ en-dro. Neuze e voe fallaet e zoare-skrivañ, hag e klaskas en em zistruj e [[1955]]. Mervel a reas e [[1959]] abalamour d’un danijenn-skevent. Chomet eo brudet evel krouer [[Philip Marlowe]], kentpatrom an enklasker prevez amerikan, a zo bet c'hoariet gant [[Humphrey Bogart]].
 
== Romantoù ==