Sophie Taeuber-Arp : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎He buhez: replaced: a T → a T (6) using AWB
D →‎He buhez: typo, replaced: e [ → e [ (4) using AWB
Linenn 4:
 
== He buhez ==
Sophie Taeuber a studias an arzoù pleustrek e [[München]] hag e [[Hamburg]]. Gant he mignonez [[Mary Wigman]] e tizoloas an dañs, ha kentelioù he doe gant ar c'horollour Rudolf van Laban.
E [[1915]] en em stalias e [[Zürich]], ha dre ma oa barrek war an dañs e voe degemeret e [[Cabaret Voltaire]]. Dindan un anv faos ha gwisket gant maskloù e tañsas, peogwir ne vefe ket bet degemeret he dañsoù gant pennoù skol arzoù pleustrek Zürich (eno e kelennas Sophie Taeuber etre [[1916]] ha [[1929]]). Er memes bloavezh e kejas ivez gant [[Jean Arp]], e diskouezva Tanner. Dimeziña rejont d'an 20 a viz Here [[1922]]. An daou anezho a gemeras perzh e [[dada]].
E dibenn ar bloavezhioù 1920 en em stalias e [[Pariz]]. Eno e kendalc'has da bleustriñ war an design, met chom a reas a-sav gant an dañs. En he livadurioù (levezonet a galz gant he stummadur en arzoù pleustrek) e c'haller gwelout penn-kentañ al livañ diheverz diazezet war ar ventoniezh (anvet ivez arz fetis).
Etre 1926 ha [[1928]] e kemeras perzh Sophie Taeuber-Arp, Jean Arp ha [[Theo van Doesburg]] e raktres ''L'Aubette'' [[Strasbourg]] : ober a rejont war-dro ar sevel hag ar c'hinklañ. Dedennet e voe Sophie Taeuber gant ar raktres, dre ma klote gant mennozhioù ar [[Werkbund]] (lakaat an arzoù hag ar vuhez pemdez da gejañ), ul luskad he doa dedennet anezhi pa oa yaouankoc'h.