Stacy Peralta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummad
D →‎top: typo, replaced: s [ → s [ using AWB
Linenn 1:
[[Skeudenn:Stacy Peralta.png|thumb|right|200px|Stacy Peralta war-dro 1976]]
'''Stacy Peralta''' (15 a viz Here [[1957]] e [[California]]) a zo ur skater, un embreger, ur filmazer hag un ''team surfer'' amerikan. Bet eo bet ezel eus [[Z-Boys]], ha brudet eo ivez e bed ar plankennoù-ruilh evit bezañ ijinet un doare (anvet ''vert'' e saozneg) da implijout ar c’hrapennoù diazezet war fiñvoù ar [[surf]].
 
Da 19 vloaz e oa ar skater a-vicher brudetañ. Nepell goude-se en em strollas gant [[George Powell]] ha krouiñ a rejont o embregerezh, [[Powell Peralta]] e anv. Peralta a savas ur skipailh skaterien anvet [[Bones Brigade]], ennañ gwellañ skaterien ar mare, ha kalz kemmoù a zegasjont e bed ar [[plankenn-ruilh|plankennoù-ruilh]]. Stagañ a reas ivez gant ar filmañ hag ar produiñ videoioù evit skaterien evel [[Tony Hawk]]. Peurliesañ e vez gwelet e videoioù evel ar re wellañ a zo bet savet war ar ''skateboarding''.