Matthew Gregory Lewis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 20 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q121060
D typo, replaced: e [ → e [ (2) using AWB
Linenn 1:
[[File:Matthew Gregory Lewis by Henry William Pickersgill.jpg|right|thumb|Matthew Gregory Lewis, [[Henry William Pickersgill]], 1809|200px]]
 
'''Matthew Gregory Lewis''' (9 a viz Gouere [[1775]] e Londrez - 14 a viz Mae [[1818]]) a oa ur skrivagner hag ur c'hoarivaour breizhveuriat. Alies e vez graet "manac'h" anezhañ, rak brudet e voe a-drugarez d'e romant ''The Monk'' (Ar manac'h) a skrivas e [[1796]]. Unan eus skrivagnerien luskad al [[lennegezh c'hotek]] e voe.
 
== E vuhez ==
Lewis a studias e [[Westminster School]] hag e [[Christ Church]], e [[Oxford]] gant ar pal dont da vezañ kannad. Kas a reas lod brasañ e amzer vak er broioù estren, ha yezhoù estren a zeskas ivez. E [[1794]] e voe kaset betek Den Haag, hag eno e labouras evel kargad e kannati Breizh-Veur. Daoust ma chomas eno un nebeud mizioù nemetken, e profias eus ar chomadenn-se evit skrivañ ''Ambrosio, or the Monk'', hag a voe embannet e-pad an hañv. Berzh a reas kerkent, met buan e voe goulennet ma vefe difennet gwerzhañ al levr, abalamour d'ar pezh a oa ennañ. Adembannet e voe, goude m'en defe Lewis tennet pennadoù zo dioutañ. Skrivagnerien all evel [[George Byron|Lord Byron]] pe c'hoazh [[Markiz Sade]] a embannas e oan bet plijet-bras gant ar romant.
Goude-se e voe dilennet evel kannad [[Hindon]] ([[Wiltshire]]). Goude un nebeud bloavezhioù e tivizas dilezel ar politikerezh. E 1796 e lakaas embann ur pezh-c'hoari anvet ''The Castle Spectre''. Treiñ a reas ivez ''Kabale und Liebe'' (bet skrivet gant [[Friedrich Schiller]]), ''Rolla'' ([[1797]]), ha meur a levr all, trajediennoù hag operaioù en o zouez.
Pa varvas e dad e voe pinvidik-mor Lewis hag e [[1815]] e tivizas mont da veajiñ en Indez-Kornôg, a-benn gweladenniñ domani e dad. Pevar miz e padas ar veaj-se, hag e-pad e skrivas ''The Journal of a West Indian Proprietor'', hag a voe embannet e [[1833]], goude marv Lewis. E [[1817]] e tivizas mont betek [[Jamaika]], gant ar pal anavezout buhez ar sklaved, ha klask o sikour. Met re skuizh e oa abalamour d'an hin, ha mervel a reas e-pad an distro d'ar [[Rouantelezh-Unanet]].