Teurgoule : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: z e → z e (2) using AWB
 
Linenn 6:
==Istor==
Aozennoù ([[riz]] ha kanell) ar meuz-mañ, hag a zo arouezius eus [[Normandi]], n'o deus tamm liamm ebet gant Normandi. Implijet e vezont dre ma vezent kaset da Normandi gant ar gourserien normant hag a dage bagoù spagnol pa zeuent en-dro eus [[Amerika]], da vare ar {{XVIIvet}} kantved.
Hiziv an deiz e c'hoarvez e vefe implijet ur glorenn [[vanilha]], [[karamel]], tammoù-plusk aouravaloù pe zoken un delienn [[lore]] e-lec'h implijout kanell.
Breuriezh an teurgoule a zo diazezet e [[Houlgate]], ur genstrivadeg fardañ teurgoule a vez aozet bep bloaz gant hec'h izili.
 
==Gerdarzh==
Dont a raje an anv eus an dro-lavar «se tordre la goule» (''goule'' o talvezout ar genoù), implijet pa vije an dud o tebriñ o zeurgoule. Hervez lod e talvez e oa tomm-tre pa groge an dud da zebriñ neuze e oa diaes da zebriñ, hervez lod all e talvez ne zeuas ket a-benn ar re gentañ a fardas teurgoule da fardañ un dra plijus da zebriñ.
 
==Liamm diavaez==