David Vinckboons : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: typo, replaced: t v → t v (9) using AWB
Linenn 1:
'''David Vinckboons''' (badezet d'an 13 a viz Eost [[1576]] e [[Mechelen]] - [[1632]] e [[Amsterdam]]) a oa ul livour izelvroat a orin flamank. Puilh e voe e oberenn, ha brudet voe ivez en [[Izelvroioù]]. Levezonet e voe gant oberennoù [[Pieter Brueghel gozh]], hag a- bouez eo e oberenn, hag ivez hini [[Hans Bol]] ha [[Roelant Savery]], evit a sell ouzh diorren al livañ rummad e norzh an Izelvroioù.
 
Familh Vinckboons a zilojas da [[Antwerpen]] tro 1580, ha da [[Viddelburg|Middelburg]] goude ma vefe bet aloubet Antwerpen gant ar Spagnoled e [[1585]]. N'eo ket sur o defe dilojet da [[Amsterdam]] abalamour da abegoù relijiel. Lakaet e voe e dad da geodedour e [[1591]], met hini ebet eus e vugale-vihan a voe badezet en un iliz kalvinian. E [[1602]] e timezas David Vinckboons gant Agneta van Loon e [[Leeuwarden]]. Goude-se edo o chom e [[Sint Antoniesbreestraat]] evel meur a arzour all. Hervez [[Karel van Mander]] e teskas gant e dad Philips e anv, hag a oa livour ivez.
David Vinckboons a oa barrek dreist-holl evit livañ tud kran e gweledvaoù heñvel ouzh gourliorzhoù hag ivez kermesoù ha gouelioù e kêriadennoù. En e daolennoù e verzer e oa e darempred gant [[Gillis van Coninxloo]]. E-touez ar re a zeskas livañ gant Vinckboons e oa [[Gillis d'Hondecoeter]], [[Claes Janszoon Visscher]] ha kazi sur ivez [[Esaias van de Velde]].
 
Vinckboons en doe da nebeutañ dek bugel. E vibien a voe ar c'hartennour ha livour [[Johannes Vingboons]], ar savourien [[Justus Vingboons]] ha [[Philip Vingboons]].
 
==Levrlennadur==