Jordaan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D kempenn, replaced: XIX{{vet}} → {{XIXvet}} (4) using AWB
D →‎top: typo, replaced: s [ → s [ (9) using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Map NL - Amsterdam - Jordaan.png|thumb|250px|Lec'hiadur Jordaan ien [[Amsterdam]]]]
'''Jordaan''' a zo ur c'harter eus [[Amsterdam]], en [[Izelvroioù]].
 
Ti [[Anne Frank]] a gaver e penn Jordaan, tost ouzh kanol [[Prinsengracht]]. [[Rembrandt]] a gasas bloavezhioù diwezhañ e vuhez e Jordaan, e-kichen kanol [[Rozengracht]]. Douaret e vo e [[Westerkerk]], e-korn Rozengracht ha Prinsengracht, un tammig pelloc'h evit Jordaan.
 
Meur a ziskouezva (gouestlet d'an arzoù a-vremañ), ha pretioù a gaver e Jordaan, ha marc'hadoù a vez aozet e [[Noordermarkt]], [[Westerstraat]] (marc'had gwiad Lapjesmarkt) hag e [[Lindengracht]].
 
Peurliesañ e vez lavaret e teu anv ar c'harter eus ar ger gallek ''jardin'', hag a dalvez liorzh. Lod brasañ straedoù ha kanolioù Jordaan a zo dezho anvioù bleunvioù pe gwez. Lavaret e evz ivez e oa Jordaan anv ar stêr [[Jordan]] e nederlandeg) lesanv kanol [[Prinsengracht]], ha diwarnañ a voe anvet ar c'harter.
 
[[Skeudenn:Eerste Leliedwarsstraat.jpg|thumb|250px|right|Ut stared arouezius eus Jordaan : Eerste Leliedwarssstraat, [[Westerkerk]] a weler er foñs]]
 
Pa voe savet ar c'harter e voe lakaet da bal reiñ annez da dud paour, hiziv an deiz ez eo unan eus lec'hioù kerañ an [[Izelvroioù]]. War cheuc'haat eo aet an annezidi anezhañ, hag ar re baourañ o deus ranket dilojañ da lec'hioù marc'had-matoc'h evel [[Almere]] ha [[Purmerend]].
 
Sevel ar c'harter a grogas e [[1612]], ha diazezet e voe at steuñv anezhañ (straedoù ha kanolioù) war hentoù kozh. C'hwec'h kanol a voe stanket en {{XIXvet}} kantved, en o zouez [[Rozengracht]], hag a zo hiziv an deiz straed pennañ ar c'harter. Enni e tremen al liennnoù tramway 13, 14, ha 17.
 
Ez-hengounel ez eo ur c'harter eus an tu kleiz.The neighbourhood was traditionally a leftwing stronghold, with a stormy history. Emsavadegoù a voe e [[1835]], [[1886]], [[1917]] hag e [[1934]]. Harz-labour miz C'hwevrer [[1941]] a grogas p'en em vodas an dud tro-dro da Noordermarkt.
 
Buhezek e voe ar c'harter a-fet sonerezh en {{XXvet}} kantved, ha delwennoù da veur a soner a gaver er c'harter, evel an hini da [[Johnny Jordaan]], e-korn Prinsengracht ha [[Elandsgracht]]. ''Jordaanfestival'', hag a zo diazezet war hengoun sonerezh ar c'harter, a vez aozet pep bloaz.
 
E Jordaan e kaver kalz ''hofjes'' (porzhioù diabarzh), hag a zo bet savet gant tud pinvidik a-benn reiñ anezho da vaouezed kozh, un doare trugarez e oa. Lod brasañ anezho, evel ar peurrest eus ar c'harter, a oa en ur stad fall er bloavezhioù 1970. Abaoez eo bet kempennet al lod brasañ anezho, hag hiziv an deiz e kaver dreist-holl arzourien, studierien ha tud kozh enno. E-pad an hañv e vez digoret ul lodenn anezho da Sul, pa vez aozet sonadegoù digoust anvet ''hofjesconcerten''.
 
Ouzh talbenn lod brasañ tiez Jordaan e weler arouezioù kizellet er maen, da ziskouez micher pe orin familh an annezidi. Da aroueziñ ur c'higer e vo gwelet neuze ur pemoc'h, pe ur re sizailhoù da aroueziñ ur c'hemener. An arouezioù kentañ a voe kizellet er 16{{vet}} kantved, pa voe gourc'hemennet d'an annezidi implijout maen e-lec'h talgenoù koad bras, hag a lakae staedoù strizh ar c'harter da vezañ teñval.