Hans Burgkmair : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: r a → r a (3) using AWB
D →‎top: typo, replaced: t [ → t [ (5) using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Lukas Furtenagel 001.jpg|thumb|Hans Burgkmair hag e wreg Anna (livet gant [[Lukas Furtenagel]], 1529)]]
[[Restr:Hans Burgkmair d. Ä. 001.jpg|thumb|Stern-aoter gant Burgkmair ([[Alte Pinakothek]])]]
[[Restr:Hans Burgkmair d. Ä. 005.jpg|thumb|[[Friedrich III, impalaer santel| Friedrich III]]]]
'''Hans Burgkmair gozh''' ([[1473]] - [[1531]]) a oa ul livour hag ur c'hoadengraver [[Alamagn|alama]]n.
 
Burgkmair a voe ganet en [[Augsburg]], mab al livour Thomas Burgkmair e oa<ref>Hans Burckmair http://www.newadvent.org/cathen/03064c.htm| Catholic Encyclopedia</ref> hag e vab, Hans yaouank e anv, a zeuas da vezañ livour ivez. Azalek [[1488]] e teskas gant [[Martin Schongauer]] e [[Colmar]]. Schongauer a varvas e-pad an daou vloaz m'edo Burgkmair en e stal-labour. Da [[Italia]] ez eas e [[1507]], ha levezonet e voe gant ar pezh a welas eno. Azalek [[1491]] edo labourat en [[Augsburg]], ma tigoras e stal-labour dezhañ e [[1498]].
 
Hervez Hollstein en dije savet 834 koadengravadur, al lod brasañ anezho bet implijet da skeudenniñ levrioù. En e oberennoù gwellañ e weler e oa barrek evit a selle ouzh an aozañ, hag e veske elfennoù eus an Azginivelezh italian gant un diazez alaman hengounel. Azalek 1508 e kasas lod brasañ e amzer o labourat war goadengravadurioù evit an impalaer [[Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel|Masimilian I{{añ}}]] betek marv an impalaer e 1519. Gantañ e voe savet tost an hanter eus ar 135 skeudenn a zo e ''Triumphs of Maximilian''. Al lod brasañ eus skeudennoù ''Weiss Kunig'' ha re ''Theurdank'' a voe savet gantañ ivez. Kenlabourat a reas kalz gant an troc'her bloc'hadoù [[Jost de Negker]], hag a voe e embanner ivez.<ref>Landau & Parshall, 212</ref>
 
[[Skeudenn:Hans_Burgkmair_the_Elder_-_Lovers_Surprised_by_Death.jpg|thumb|right|150px|Karediged paket gant ar marv, 1510]]
Kas a reas war-raok implij an amskeud er c'hoadengraviñ, ha soñjal a reer e voe an hini kentañ a implijas ur bloc'had liv en ur skeudenn a savas e [[1508]].<ref>http://www.artbma.org/paintedprints/html/pp10.html| An impalaer Maksimilian war varc'h</ref> E stampenn ''Karediged paket gant ar marv'') eo an oberenn gentañ ma voe implijet tri bloc'had da aozañ an amskeud.<ref>http://www.bodkinprints.co.uk/product.php?id=31|Lovers Surprised by Death</ref> hag ivez an hini gentañ a oa da vezañ engravet e liv, a-benn diskouez ur skeudenn a-feson.<ref>The Renaissance Print, David Landau & Peter Parshall, Yale, 1996, ISBN 0300068832</ref> Un engravadur war dir a savas, ''Gwener ha Merkur'' e ditl (e-tro 1520),<ref>http://www.artnet.de/Artists/LotDetailPage.aspx?lot_id=7F09A16903D9419E| Hans Burgkmair</ref> met ne savas engravadur ebet war baper, daoust d'ar pezh a zeskas gant [[Martin Schongauer]].
 
Burgkmair a voe ivez ul livour brudet : senennoù relijiel ha poltredoù bourc'hizien Augsburg ha re izili eus lez an impalaer eo ar pezh a livas dreist-holl. E livadurioù a c'haller gwelout e mirdioù [[München]] ha [[Vienna]].