[[Skeudenn:Wieringen wapen.svg|thumb|right|90px|Ardamez Wieringen]]
[[Skeudenn:Bevolkingspiramide 2008 - CBS gemeentecode 0462.svg|thumb|right|200px|Krugell an oadoù (01/01/2008)]]
'''Wieringen''' (distagañ : [http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/0/04/Nl-Wieringen.ogg]) a zo ur gumun e proviñs [[Noord-Holland]], en [[Izelvroioù]]. Un enezenn, anvet Wieringen ivez, eo bet, ha raktresoù zo d'he lakaat da enezenn en-dro, dre lakaat Amsteldiepkanaal da vezañ ul lenn a vefe anvet Wieringerrandmeer. 212,50 km² eo gorread Wieringen (douar : 26,87 km², dour : 185,63 km² ). D'an [[31 a viz Mae]] [[2009]] e oa 8 664 annezad enni. Ar c'hêriadennoù, kêrioù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Wieringen : [[Dam (Izelvroioù)|Dam]], [[De Haukes]], [[De Hoelm]], [[Den Oever]], [[Hippolytushoef]], [[Hollebalg]], [[Noordburen]], [[Oosterklief]], [[Oosterland (Noord-Holland)|Oosterland]], [[Smerp]], [[Stroe (Noord-Holland)|Stroe]], [[Vatrop]], [[Westerklief]] ha [[Westerland (Izelvroioù)|Westerland]].
=== Istor===
Roud kentañ anv Wieringen ("Wiron" pe "pagus Wirense" e [[Latin]], gwelout [http://www.pagowirense.nl/english/wr-his2c.htm list of property] perc'hennet gant manati [[Fulda]]), a zo eus dibenn an {{VIIIvet}} – penn-kentañ an {{IXvet}} kantved.
E [[1996]] e voe kaver teñzorioù argant e parkeier e kêriadenn [[Westerklief]], ar pezh a ziskouez e oa annezet Wieringen gant [[Viking]]ed d'ar mare-se. An teñzor a c'haller gwelout hiziv an deiz er [[Rijksmuseum voor Oudheden]] e [[Leiden]]. Goude meur a zic'hlann-dour e teuas Wieringen da vezañ un enezenn war-dro ar bloavezh [[1200]].
Tapet e voe gant ar c'hont [[Floris V]] e [[1284]]. Goude-se e voe ur pennad reuz, hag e [[1297]] e voe meret ar vro war-eeun gant kontelezh [[Holland]], ha goude-se gant Westfriesland. Adtapet e voe Holland ha Westfriesland gant kontelezh Holland e [[1299]]. E [[1432]] e teuas enezenn Wieringen da vezañ ur gêr ez-ofisiel.
[[Skeudenn:Map of the island Wieringen the Netherlands 1849.jpg|thumb| Enezenn Wieringen e 1849]]
Pa voe savet ar [[Republik Batav]] e [[1798]] e voe rannet proviñs [[Holland]] ha [[West Friesland (rannvro istorel)|West Friesland]] en un doare disheñvel : lakaet e voent e departamant of Texel (eus ar [[Vlie]]d'ar [[Roen]]). Etre [[1807]] ha [[1814]], dindan ren [[Napoleon]], e voe cheñchet an traoù en-dro ha rannet e voe ar broviñs etre
Amstelland ha Maasland. Holland, hag enni Westfriesland, a zeuas da vezañ ur broviñs eus Rouantelezh an Izelvroioù e [[1815]]. Kingdom of the Netherlands. E [[1840]] e voe lodennet e div lodenn : [[Noord-Holland]] ha [[Zuid-Holland]], gant ar roue [[Willem Iañ an Izelvroioù|Willem Iañ]], a-benn disteraat beli Holland. [[Noord-Holland]] ha [[Zuid-Holland]].
D'an [[31 a viz Gouere]] [[1924]] e voe serret an [[Amsteldiep]] gant ar stankell anvet Amsteldiepdijk. Diwar ar mare-se ne voe ket mui Wieringen un enezenn. E [[1930]] e voe peurechuet Wieringermeerdijk er [[Zuiderzee]], hag ivez polder [[Wieringermeer]]. E [[1932]] e voe stanket Zuiderzee penn-da-benn pa voe savet [[Afsluitdijk]], ur fardell vras a stag Wieringen ouzh Friesland. E [[Den Oever]] e krog ar fardell.
== Kuzul-kêr ==
|