Rouantelezh Lombardia-Veneto : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: e [ → e [ (18) using AWB
Linenn 10:
==Istor==
[[Restr:Stamp Austria Lombardei 1850-1H.jpg|thumb|[[Timbr]] aostrian e [[1850]] en enor da Lombardia-Veneto]]
Goude an dro-vrezel da [[Rusia]] e [[1812]] e oa gwanaet arme Bro-C'hall. Ha setu Aostria, d'an 20 a viz Eost 1813, da zisklêriañ ar brezel da Vro-C'hall, a oa bet dilezet gant [[Kengevredad ar Roen]], ha da gas un arme, dindan [[Heinrich Johann de Bellegarde]] da aloubiñ Italia. Trec'het e voe an Aostrianed avat gant ar besroue [[Eugène de Beauharnais]] en [[emgann ar Mincio]] d'an 8 viz c'hwevrer 1814.
 
Met a-hed an daou viz war-lerc'h ne reas nerzh arme Beauharnais nemet fallaat abalamour da veur a dra:
*d'an emglev, d'an 11 a viz Genver, etre [[Rouantelezh Naplez]] [[Joachim Murat]] gant Aostria,
*d'ar berzh a reas an armeoù aostrian ha rus e Bro-C'hall, ma kemerjont Pariz d'an 31 a viz Meurzh, ha ma rankas [[Napoleone Buonaparte]], dilezel e gurunenn impalaer d'ar 6 a viz Ebrel;
*d'un irienn enepgall e Milano, harpet gant noblañsed ar vro, a lakaas an arigrap war ar Sened d'an 20 a viz Ebrel hag a lazhas ar ministr gallgar [[ Giuseppe Prina]].
 
Ken fall e oa an traoù gant ar besroue ma rankas sinañ d'an 23 a viz Ebrel e kodiane ar rouantelezh e Mantova. Leuskel a reas e armead a 45 000 soudard armet, hag a oa bet trec'h en [[emgann ar Mincio]], dindan urzhioù Heinrich Johann de Bellegarde, hag eñ kuit d'ar 27 da gêr [[München]]. D'ar 26 a viz Ebrel e tegouezhas ar c'homiser aostrian [[Annibal Sommariva]] e Lombardia en anv ar feld-marichal Bellegarde, ha d'an 28 a viz Ebrel setu 17 000 soudard aostrian o kemer Milano.
 
D'ar 25 a viz Mae, setu Bellegarde da embann diskar [[rouantelezh Italia]] hag e garg a gomiser evit proviñsoù aostrian Italia en anv an impalaer [[ Franz Iañ (impalaer Aostria)|Franz Iañ]]. D'an 12 a viz Mezheven e kemeras ar garg a c'houarnour goude staget Lombardia ouzh impalaeriezh Aostria en deiz-se end-eeun.
 
[[Rummad:Istor Italia ]]
 
=== Istor ar rouantelezh ===
Hervez raktresoù ar broioù trec'h war Napoleon e tlee [[Europa ]] dont da vezañ adarre evel ma oa a-raok [[1789]]. Met kement a reuz a oa bet lakaet gant an aloubadeg c'hall ma voe divizet aozañ [[Kendalc'h Vienna ]] da adkempenn Europa.
 
[[ Impalaeriezh Aostria]] a felle dezhi adkemer an douaroù he devoa kollet en Italia, da lavarout eo [[Trenta (Italie)|Trente]], [[Trieste]] ha [[Gorizia]], hag ivez [[dugelezh Milano]] ([[Milano]], [[Como (Italia)|Como]], [[Pavia]], [[Lodi]], [[Cremona]]) ha [[dugelezh Mantova]], ha [[Republik Venezia]], a oa bet kemeret gant Bro-C'hall war-lerc'h [[feur-emglev Campo-Formio]] ([[1797]]).
 
Hogen ne voe asantet d'ar stagidigezhioù-se gant ar broioù trec'h e [[Kendalc'h Vienna ]] nemet war an diviz ma vije dilezet gwirioù an Habsbourged war an [[Izelvroioù aostrian |Izelvroioù katolik ]], da lavarout eo [[Belgia]] ha [[Luxembourg]] a hiriv).
 
== Rouaned Lombardia-Veneto ==