Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883) : diforc'h etre ar stummoù
D
typo, replaced: a G → a G (9) using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D typo, replaced: a G → a G (9) using AWB |
||
Linenn 1:
[[Image:Wotp.en.svg|300px|thumb|Kartenn a ziskouez ar cheñchamantoù harzoù goude ar brezel]]
'''Brezel ar Meurvor Habask''' (e spagnoleg '''La Guerra del Pacífico''', pe '''La
==Deroù==
Kregiñ a reas ar brezel d'ar [[14 a viz C'hwevrer]] 1879 pa voe kemeret porzh ha kêr Antofagasta gant an arme chilean, goude gourdrouz Bolivia da lemel perc'henniezh kompagnunezh nitrat chilean Antofagasta. Perou a glaskas mont da dredeog, met pa zisklêrias Bolivia e oa e stad a vrezel e trenkas an traoù. Bolivia a c'houlennas digant Perou he skoazellañ hervez an emglev kendifenn etre Perou ha Bolivia, tra ma c'houlenne Chile e tisklêirfe Perou diouzhtu e oa neptu. D'ar [[5 a viz Ebrel]], goude eneberezh Perou ouzh ar goulenn-se, e tisklêrias Chile ar brezel d'an div vroad.
Ar brezel eus an [[nitrat Potassiom|holen-moger]]-se a badas pemp bloaz e tachennoù disheñvel evel [[Gouelec'h Atacama]], gouelec'hioù Perou ha broioù meneziek. Kentañ emgann ar brezel e voe [[emgann Topáter]]. E-doug ar pep brasañ eus ar bloavezh kentañ he doe ar brezel war vor ar pouez brasañ, rak Chile a stourme da sevel un hent mor da adpourveziñ he soudarded er gouelec'h sec'hañ er bed. Gant morlu Perou ez eas an tu kreñv da gentañ met trec'h e voe morlu Chile. Da c'houde e trec'has
==Fin==
Ergerzhadenn an arme chilean war an douar a echuas e 1881, gant kemeredigezh [[Lima]] gant Chile. Dont a reas neuze ar brezel da vezañ ur [[gouvrezel|guerrilla]]
Chile a c'hounezas tammoù eus Perou ([[Departamant Tarapacá (Perou)|Tarapacá]]), arvor Bolivia (ar pezh a bellae Bolivia diouzh ar mor), hag e talc'has e-pad ur prantad proviñsoù [[proviñs Tacna|Tacna]] hag [[proviñs Arica (Perou)|Arica]]. E 1904 e sinas Chile ha Bolivia un "[[emglev peoc'h ha mignoniezh (1904)|emglev peoc'h ha mignoniezh]]" a ziazeze o harzoù da viken. Gwashaat a reas an darempredoù etre Chile ha Perou pa ne voe ket dalc'het [[mouezhiadeg-pobl]] 1893 da zivizout tonkad proviñsoù Arica ha Tacna. Da c'houde un trevadennadur eus an takadoù-se hag ur chileanekadur feuls e oa torret an darempredoù etre an div vro e 1911. [[Treuzvarc'had Tacna–Arica]] e 1929 a roas Arica da Chile ha Tacna da Berou, met ne lakas ket an digarantez da baouez etreze. Seul wech ma sav
|