Wilhelmine Prusia (1751–1820) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: t [ → t [ (9) using AWB
Linenn 2:
 
 
[[Image:Johann Friedrich August Tischbein - Portret van Frederika Sophia Wilhelmina, prinses van Pruisen (1751-1820), echtgenote van Willem V, prins van Oranje.jpg|thumb|Friederike Sophie Wilhelmine von Preußen poltredet gant [[Johann Friedrich August Tischbein]] (1789)]]
[[file:Johann Georg Ziesenis - Portret van Frederika Sophia Wilhelmina (1751-1820), prinses van Pruisen, echtgenote van Willem V, prins van Oranje-Nassau.jpg|thumb|Poltred Friederike Sophie Wilhelmine von Preußen, gant [[Johann Georg Ziesenis]], 1768/69]]
 
 
'''Friederike Sophie Wilhelmine Prusia''', pe '''Friederike Sophie Wilhelmine von Preußen''' hervez he gwir anv, ganet e 1751 en [[Berlin]] hag aet da anaon e 1820 e kastell Het Loo, en [[Apeldoorn]] en [[Izelvroioù]], a oa ur briñsez alaman, eus [[Rouantelezh Prusia]], deuet da vout ''Erbstatthalterin'' an Izelvroioù dre zimeziñ. Ur vaouez a benn hag a galon e oa.
 
==He buhez==
Merc'h e oa da [[August Wilhelm von Preußen (1722-1758)|August Wilhelm von Preußen]], breur da [[Frederig II Prusia]], ha d'e bried [[Luise von Braunschweig-Wolfenbüttel]]. Nizez eta e oa d'ar roue [[Frederig II]].
 
Dimeziñ a reas e 1767 e Berlin d'ar penn-stad [[Willem V]] Oranje-Nassau, diwezhañ [[stathouder]] [[Republik an Izelvroioù]]. Hi an hini a oa e penn an emsav enepdispac'hel er vro.
 
Pa oa krog an Dispac'h en Izelvroioù e kasas Willem e lez eus [[Den Haag]], ar gêr-benn, da broviñs [[Gelderland]]. Hi avat a glaskas distreiñ, ha harzet e voe e dibenn Mezheven e Goejanverwellesluis, ha kaset e voe d'he fried en-dro da [[Nijmegen]] . Abaoe bloaz edo he breur o ren e Prusia, ha fellout a reas dezhañ kastizañ an dichekadenn graet d'e c'hoar. Aloubiñ a reas ar [[Proviñsoù-Unanet]] e miz Gwengolo 1787. Kalz eus an emsavidi a rankas tec'hel da Vro-C'hall, Willem a adkemeras ar galloud, hogen en em zerc'hel a rae evel ur priñsig dindan veli Prusia.
 
 
En 1790, setu Wilhelmine ha Willem V o timeziñ o merc'h Frédérique da briñs pennhêr [[Braunschweig]], ur skoazeller feal da rouaned Prusia ha Bro-Saoz, pa oa bet e dad pennskriver [[Manifesto Braunschweig]]. En 1791 e voe dimezet o mab henañ d'ur geniterv prusian, anvet evel he mamm-gaer : [[Wilhelmine von Preußen (1774–1837) ]].
 
 
En 1795 avat e teuas ar ''batrioted'' en-dro gant skoazell Bro-C'hall, ma rankas Willem mont da glask repu da Vro-Saoz da di e genderv [[George III]]. Bevañ a reas an daou bried e [[Kew]], met mont a raent ivez da ober chomadennoù da [[Nassau]] pe Braunschweig, hag eno e varvas Willem.
 
<!--