Katelin Navarra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D →‎He ren: typo, replaced: a [ → a [ (5) using AWB
Linenn 5:
 
==He ren==
Dimezet e oa da [[Yann Albret]] e miz Genver 1484, hag er miz-se ivez e voe kurunennet, war un dro gant he fried, en iliz-veur [[Iruña]], kêr-benn [[Rouantelezh Navarra]].
 
Eontr Katelin Navarra, [[Yann Foix (1450-1500)|Yann Fois]], [[beskont Narbonna]], a enebas ouzh roidigezh an hêrezh d'he nizez abalamour d'al [[lezenn salek]], ha ne oa ket bet anezhi en Navarra gwech ebet.
 
Goulenn a reas ar gurunenn, habec'h a savas gantañ ken na voe sinet ar peoc'h e [[Tarbes]] en 1497.
 
Yann Foix avat ne zilezas ket ar soñj da gemer ar gurunenn : en 1505 e timezas e verc'h [[Germaine de Foix]] da [[Fernando II Aragon]], intañvet da varv e bried [[Izabel ar Gatolikez]]. Ha roue Aragon da gas [[Ferdinand Alvare de Tolède, duc d'Albe|dug Alba]] da gemer kêr [[Iruña]] en 1512, ha goude-se Navarra a-bezh, en hanternoz hag er c'hreisteiz. Kement-se a lakaas ar pab Jul II da embann ur builh a-enep d'an aloubidigezh.
 
Mervel a reas Katelin Navarra en [[1517]] ha beziet e voe en [[Iliz-veur Lescar]], ma veze beziet rouaned Navarra.
 
Adal [[1512]] e oa kollet [[Navarra Uhel]] gant rouaned Navarra.