Charlotte d'Albret : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: n [ → n [ (3) using AWB
Linenn 1:
'''Charlotte d'Albret''', ganet en [[1480]] ha marvet d'an [[11 a viz Meurzh]] [[1514]], itron [[Châlus]], a oa un dimezell eus lez Bro-C'hall, dimezet da
[[Cesare Borgia]].
 
Merc'h e oa da [[Alan Albret]], aotrou Albret, dug [[Guyenne]] ha beskont [[Tartas]] ha meur a lec'h all [[Françoise de Châtillon|Françoise de Bretagne (Françoise de Blois)]], beskontez [[Lemojez]], kontez [[Périgord]]; he breur [[Yann III Navarra|Yann III]] a oa [[roue Navarra]].
 
En 1499 e rankas dimeziñ da [[Cesare Borgia]], mab d'ar pab [[Alesant VI]]. Kement-se a oa aozet gant ar roue [[Loeiz XII (Bro-C'hall)|Loeiz XII]] evel ul lod eus ur marc'had etre ar roue gall hag ar pab. Ar roue a felle dezhañ kaout aotre da derriñ e eured gant [[Janed Bro-C'hall]], merc'h ar roue kozh Loeiz XI, evit dimeziñ d'an intañvez [[Anna Vreizh]]. En eskemm e roe Loeiz XII un dugelezh da vab ar pab, ar [[Valentinois]], hag ur wreg a noblañ uhel, '''Charlotte d'Albret'''.
Linenn 13:
 
==Dimeziñ==
D'an 12 a viz Mae 1499 e timezas da [[Cesare Borgia]].
Ur verc'h o doe:
*[[Louise Borgia]] pe Louise de Candia-Borgia et d'Albret, pe Louise de Valentinois ( 17 a viz Mae 1500-1553)