Jan Matejko : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Alojzy
D →‎E vuhez hag e oberenn: typo, replaced: . G → . G using AWB
 
Linenn 5:
Ganet e vo Jan Matejko en un tiegezh unnek a vugale. Mervel a reas e vamm pa oa yaouankik c’hoazh ha desavet e voe gant e voereb. Buan e voe merzet pegen donezonet e oa ar paotr evit al livañ ha mont a reas d’an oad a 14 vloaz da skol arzoù-kaer Kraków. Goude-se e kendalc’has gant e studioù e [[München]] hag e [[Vienna]], a-raok distreiñ da Graków. Anvet e voe da rener skol arzoù-kaer Kraków e 1873.
En e yaouankiz en doa anavezet Matejko darvoudoù a bouez : emsavadeg Kraków e 1846, aloubadeg ar gêr gant an Aostrianed e 1848, pa voe lazhet unan eus e vreudeur. E 1863 e savas a-du gant Emsavadeg Genver. Daoust ma ne gemeras ket perzh e-unan en emgannoù e roas arc’hant d’an emsaverien ha kas a reas armoù d’an emsavidi. Bras e voe levezon an darvoudoù-se warnañ ha ganto e voe awenet en e labour livour.
Gant e daolennoù eus stourmoù hag emsavadegoù Poloniz en deus tapet brud en e vro, evel da skouer gant e eoullivadur bras-bras eus [[Emgann Grunwald]], savet e 1878. Ur sell brogarour a daole war an darvoudoù eus istor Polonia ha gant e daolennoù eo bet kreñvaet an emskiant vroadel e-touez tud e vro. Gouzout a rae Matejko ne oa ket feal e labour atav ouzh ar wirionez istorel, met evitañ e oa pouezus o c’hefridi evit taolenniñ an istor, pouezusoc’h zoken eget gwirionez an amzer dremenet.
Ouzhpenn al livadurioù bras-se ez eus bet graet labourioù all gant Matejko : skeudennaouet en deus un toullad levrioù ha livet en deus poltredoù ivez.