Conradh na Gaeilge : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:Conradh na Gaeilge Baile Átha Cliath 2006 Kaihsu Tai.jpg|thumb|right|Burevioù ar Conradh na Gaeilge e [[Dulenn]].]]
Ar Conradh na Gaeilge (lavaret [ˈkɔnˠɾˠə nə ˈgeːlʲɟə] ha muiañ brudet dindan he anv e saozneg ar Gaelic League) a zo ur gevredigezh a stourm "for the purpose of keeping the Irish language spoken in Ireland"/"Evit tizhout pall gwareziñ ha derc'hel bev an iwerzhoneg evel ur yezh komzet e [[Iwerzhon|Bro-Iwerzhon]]". Al league a zo bet krouet e Dulenn an [[31 Gouere|31 a viz Gouere]] [[1893]] gant ur brotestant anvet [[Douglas Hyde]], o tont eus [[Frenchpar]]k, barzh ranvro [[Roscommon]]. Sikouret eo bet gant [[Eugene O'Growney]], [[Eoin MacNeill]], [[Luke K. Walsh]] ha stourmerien iwerzhonat all. Al League a voe dioroet gant labour an unvaniezh kozh anvet [[Gaelic Union]] ha dont a reas da vezañ ar gevredigezh pennañ o labourat da ad-nevezadur an [[iwerzhoneg]]. Kentañ kazetenn ar gevredigezh a voe an An Claidheamh Soluis ("Ar c'hleze splann") hag he c'hazetenner brudetañ voe [[Padraig Pearse]].
 
Linenn 7 ⟶ 8:
Un nebeut amzer'zo, ar Gaelic League a enebas kalz ouzh ar strollad politikel [[Fine Gael]] abalamour ma pennoù ar strollad politikel a stourment evit ma vefe tennet an arnodenn war danvez an iwerzhoneg e barzh al Leaving Certificate (kevatal d'ar "baccalauréat" e Bro-C'hall). Ar Conradh na Gaeilge a enebas en ur goulenn da vouezhiañ en dilennadegoù nemet evit an dileuridi hag o doa c'hoant leuskel an arnodenn war an iwerzhoneg.
 
Ar gevredigezh he deus kalz a skouroù hag a is-rannoù e [[Iwerzhon|Bro-Iwerzhon]] a bezh ha labourat a ra kalz evit aozadurioù ar gouelioù hengounel pe sevenadurel evel ar gouel meur An tOireachtas pe an Seachtain na Gaeilge. Un nebeut amzer'zo, ar Conradh na Gaeilge he deus digoret kreizennoù sevenadurel ha burevioù (anvet "Ionaid Saor Chomhairle Dlí" e iwerzhoneg) e [[Dublenn]] hag e [[Galway]] gant sikour an FLAC.
 
==Liammoù diavez==