Fulgencio Batista : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: t p → t p (8) using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Fulgencio Batista, 1938.jpg |thumb| Fulgencio Batista]]
 
'''Fulgencio Batista y Zaldívar''', lesanvet ''El Mulato Lindo'' (an hiron koant), ''El Hombre'' (ar gwaz), ganet d'ar [[16 a viz Genver]] 1901 e [[Banes]], tri bloaz bennak goude dieubidigezh ar vro diouzh trevadennerien [[Spagn]], e [[proviñs Oriente]] (hiriv e [[proviñs Holguin]]), e [[Kuba]], a oa un ofiser eus arme Kuba, deuet da vout politikour ha prezidant ar republik entre 1940-1944, ha diktatour goude un [[taol-stad]] e 1952, dilennet e 1954 ha diskaret e 1958.
 
E dad, Belisario Batista Palerma, a oa ur guajiro (kouer). Mervel a reas e dud a-raok e 13 vloaz. Kuitaat a reas ar skol da vezañ darbarer kemener. Labourat a reas el labouradegoù-sukr a-raok mont da studiañ da vezañ perukenner ha troc'her barv. A-benn ar fin, da 20 vloaz, ez eas da soudard.
 
==Politiker==
[[file:FBatistaWifeHandshake.jpg|left|thumb|Batista (en dorn kleiz) gant e bried kentañ, Elisa Godinez-Gómez, da-geñver ur weladenn e [[Washington D. C.]] en 1938.]]
 
Aozañ a reas ur sistem preizherezh en e vro gant skoazell ar [[mafia]] stadunanat a rene war an douristelezh, dindan lasoù [[Lucky Luciano]], [[Meyer Lansky]] ha [[Santo Trafficante]].
 
Lamm a voe roet dezhañ gant [[Dispac'h Kuba]] (1958-1959), renet gant [[Fidel Castro]].
 
==Tec'h==
Tec'hel a reas eus Kuba, gant milionoù a zollaroù, d'an [[31 a viz Kerzu]] 1958, da glask repu d'ar [[Republik Dominikan]]. D'ar 1añ a viz Genver 1959 e tegouezhas e [[La Habana]] un dek mil brezelour eus arme Fidel Castro.
 
[[Manuel Urrutia]] a voe anvet da brezidant, Fidel Castro da bennkomandant an arme, ha da pennministr d'ar 16 a viz C'hwevrer 1959.
 
Alese ez eas Fulgencio Batista da chom da Enez [[Madeira]]. Echuiñ a reas e vuhez e [[Spagn]] ha mervel a reas d'ar [[6 a viz Eost]] [[1973]], d'an oad a 72 vloaz, e [[Guadalmina]], e-kichen [[Marbella]], en [[Andalouzia]], manket dezhañ e galon. Hervez lod, hogen hep prouenn, e vije bet kaset ur strollad muntrerien gant [[Fidel Castro]], daou zevezh a-raok e varv, d'e lazhañ.
 
{{DEFAULTSORT:Batista, Fulgencio}}