Agnes Poatev (rouanez Aragon) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: typo, replaced: h a → h a (6) using AWB
Linenn 1:
{{pennad zo| Agnes Poatev }}
 
'''Inés''' pe '''Agnes Poatev''' (war-dro 1105 - war-dro 1159), pe '''Inés Akitania''', zo ur briñsez eus tiegezh ar ramnúlfided, merc'h da [[Gwillerm IX]] Poatev, lesanvet ''el Trovador'', dug Akitania ha kont Poatev, ha da Felipa Toulouse. Div wech e timezas. Da gentañ d'an 11 a viz Ebrel 1116 gant Aimerico V Thouars, ha gantañ he doe pevart bugel, en o zouez Gwilherm Iañ Thouars.
 
Goude eizh vloaz a vuhez intañvez ec'h addimezas da [[Ramiro II el Monje]], [[roue Aragon]], e dibenn ar bloaz 1135, marteze d'an 13 a viz Du, en iliz-veur Jaca. Perak e oa bet goulennet he dorn? Sklaer eo an abeg: bugale he doa bet, neuze e ranke bezañ frouezhus, hag ezhomm bugale a oa e lez Aragon evit kenderc'hel gant al lignez. Ouzhpenn-se e oa un tamm kerentiezh etre tiegezh Poatev ha hini Aragon : ur voereb dezhi, anvet Inés evelti, a oa dimezet d'ar roue [[Pedro Iañ]], breur henañ Ramiro, ha bet rouanez kenseurtez en Aragón. Ur verc'h o doe [[Petronila Aragon|Petronila]], ganet d'an 11 a viz Eost 1136, hag a voe [[rouanez Aragon]].
 
Kaoz zo bet a-wechoù en dije ranket Ramiro II goulenn aotre digant ar pab evit dimeziñ da Inés, met ne gaver testeni istorel da reiñ diazez d'ar gredenn-se, hag ar skridoù a ra anv a gement-se a teu eus kronikoù nevesoc'h evel [[Crónica de San Juan de la Peña]] (eus ar XIVvet kantved) pe Jerónimo Zurita, eus ar XVIvet,
 
<!-- a cuya zaga siguieron elucubrando sobre esta cuestión otros autores. Lo más probable es que nunca se solicitara tal dispensa. A pesar de que la historiografía ha insistido en que el rey monje la precisaba para poder casarse, la nulidad expresa y terminante del matrimonio de los religiosos no fue incorporada al Derecho Canónico hasta el segundo Concilio de Letrán en 1139, con lo que Ramiro II no la habría necesitado.