Alfonso Kastilha : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D →‎E vuhez: typo, replaced: a [ → a [ (2) using AWB
Linenn 3:
 
==E vuhez==
Mab e oa da [[Juan II Kastilha]] ha d'e eil pried, ar rouanez [[Izabel Portugal]]. E vreur henañ, Enrique, a oa mab da [[María de Aragón]], pried kentañ Juan II. Breur e oa Alfonso eta da [[Izabel Iañ Kastilha|Izabel]], anavezetoc'h evel Izabel ar Gatolikez.
 
Mab ebet n'en doa ar roue [[Herri IV Kastilha|Enrique IV]] ha c'hoant en doa da reiñ ar gurunenn d'e verc'h Juana. Met enebet e oa darn eus an noblañsed ouzh ar roue, ma rankas envel Alfonso, en Gwengolo 1464, da Briñs Asturiez, a zo kement hag an titl ofisiel a bennhêr, diwar-goust e verc'h nemeti eta, tennet he zitl a briñsez Asturiez diganti .
Linenn 9:
Bloaz goude, e 1465, en em vodas noblañsed e gostezenn en [[Ávila]], da embann Alfonso, daouzek vloaz dezhañ nemetken, da roue. Kement-se zo anavezet en istor Spagn evel "la farsa de Ávila" (farsadenn Ávila). Ha setu penaos e krogas ar brezel etre kostezenn Alfonso, anvet ''Alfonso XII'', ha hini ar roue Enrique IV.
 
Brezel a voe eta. Daoust da se e renas Alfonso XII e-pad tri bloaz, hag e lez gantañ en Arévalo, e-kreiz ar binvidigezh hag ar sevenadur, a voe kanet gant ur c'hourtizan, ar barzh Jorge Manrique, en e oberenn Coplas a la muerte de su padre.
 
En 1468 e c'hoarvezas marv trumm Alfonso.