Choi Eun-hee : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: typo, replaced: e f → e f (4) using AWB
Linenn 1:
'''Choi Eun-hee''' (1926-2018) zo un aktourez korean. E 1947 e reas he film kentañ. Buan e voe brudet bras. Ren a reas ar Shin Film company gant he fried, ar rener-filmoù Shin Sang-ok.
 
E 1978 e tibriedas Choi ha Shin. O-daou e voent skrapet gant diktatour Norzhkorea, [[Kim Jong-il]]. Hennezh a felle dezhañ lakaat Shin da labourat evitañ, da ober filmoù da vrudañ e c'halloud, ha da lakaat Choi c'hoari er filmoù.
 
Ur pennadig goude plegañ d'an diktatour e voent addimezet. E 1986 e rejont ur veaj ofisiel da Vienna, hag e tec'hjont da gannati SUA ma c'houlennjont repu politikel.
 
Choi a reas 81 film. Evit ar film Sogum e voe anvet da aktourez wellañ e 14vet Festival Etrevroadel Filmoù Moskou en 1985.