Yann a Leiden : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: ] e → ] e (14) using AWB
Linenn 1:
[[Skeudenn:Jan van Leiden by Aldegrever.jpg|thumb|250px|right|PoltredJan van Leiden evel RoueMünster gant [[Heinrich Aldegrever]], en toull-bac'h nebeut a-raok ma voe lazhet e [[1536]].]]
'''Yann a Leiden''', '''Jan van Leiden''' e [[Nederlandeg]], anvet ivez ''Jan Beukelsz'', ''Jan Beukelszoon'', ''John Bockold'', ''Johann Bockelson'', bet ganet d'an [[2 a viz C'hwevrer]] [[1509]], aet da Anaon d'an [[22 a viz Genver]] [[1536]] oa ul levier [[advadezour]] eus [[Leiden]] e [[Kontelezh Holland]] an [[Impalaeriezh Roman Santel]]. E [[1533]] e yeas d'ober e annez e [[Münster]], kêr-benn ar [[Priñs-Eskob a Vünster, Osnabrück ha Minden]]. Dont a reas da vezañ ur prezegenner levezonus eno. Bez e voe unan eus levierien [[Emsavadeg Münster]]. Ober a reas eus kêr Vünster un deokratiezh advadezour milvedour. En em envel a reas "Roue Münster" e [[1534]]. E [[1535]] e voe trec'het an emsavadeg goude ur seziz. Tapet e voe Jan, jahinet ha lazhet.
 
==E vuhez==
[[Image:Muenster Lamberti Koerbe 6428.jpg|thumb|right|200px|Ar c'haouedoù houarn ma voe lakaet enno kelanoù levierien [[Emsavadeg Münster]] ouzh tour iliz S.Lambert]]
 
Jan a oa mab anpriedel ur maer izelvroat hag ur c'hemener diouzh e vicher. Ganet oa bet e kêriadenn [[Zevenhoven]] en kumun [[Nieuwkoop]], e proviñs [[Holland ar Su]]. Savet en dienez e teuas ez yaouank da vezañ ur prezegenner karismatek azeulet gant e ziskibled. Un [[advadezour]] oa, en un doare kuzh da gentañ mat dont a reas goude da vezañ ur prezegenner anavezet gant ar strollad betek kemer penn Emsavadeg [[Münster]] a-benn ar fin.
 
Hervezan e-unan e teuas d'ober e annez e [[Münster]] e [[1533]] peogwir en doa klevet e oa prezegennerien awenet eno. Goulen a reas digant [[Jan Matthys]] en doa badezet anezhañ dont gantañ. Matthys, gwelet evel ur profed, a zeuas buan da vezañ levier pennañ ar gêr. Argas a reas an holl gatoliked ha sevel a reas un aozadur boutinour diazezet war an [[Aviel]]. Berzet e voe an arc'hant ha ne voe ket aotreet bezañ perc'henn. Un arme katolik, renet gant [[Franz von Waldeck]], [[Priñs-Eskob Münster, Osnabrück ha Minden]], a lakas seziz war ar gêr. Deiz Sul Fask 1534 e renas Matthys un argad enep ar sezizerien mat lazhet e voe buan. Yann a Leiden a zeuas neuze a vezañ Roue emanvet Münster betek ma voe diskaret e miz Mezheven 1535.
 
Ren a reas an advadezourien e-pad ar seziz. Kemer a reas plas Matthys evel profed. Sevel a reas un Urzh Roueel hag ul Lez gant ar madoù bet kemeret digant annezidi Münster. Prometiñ a reas d'e sujidi naonek e vefent dieubet diouzh ar seziz ha digollet abalamour d'o lealded dibleg. An dra-se hag e "garism" a roas tro dezhañ da virout e levezon war ar gêr betek ma voe trec'het gant ar priñs-eskob.
 
Trec'het e voe arme Münster e [[1535]] gant [[Franz von Waldeck]]. Tapet e voe Yann a Leiden. Kavet e voe e kav un ti, kaset d'un tour-meur e [[Dülmen]] ha degaset en-dro da Vünster.
 
D'an [[22 a viz Genver]] [[1536]] e voe boureviet en un doare kriz-meurbet a-raok bezañ lazhet asambles gant [[Bernhard Krechting]] ha [[Bernhard Knipperdolling]]. Lakaet e voe an tri c'helan e paneroù houarn ha staget ouzh tour iliz S. Lambert ma chomjont da vreinañ. Tenet e voe an eskern un hanter-kant vloaz bennak goude met lezet e voe ar paneroù houarn.
 
E c'her stur oa: ''"Gottes macht is myn cracht"'' (Galloud Doue eo ma nerzh).
Linenn 19:
==Ar selloù disheñvel warnañ==
 
Lavaret e vez en doa savet un deokratiezh lieswreg o pouezañ war ul lezenn bet lakaet da dalvezout gantañ a redie pep plac'h dizimez da asantiñ d'ar c'hentañ kinnig dimeziñ graet dezhi. Douget en dije al lezenn-se ar baotred da geveziñ evit kaout ar muiañ posupl a wragez. Mammennoù zo a lavar en doe Yann c'hwezek gwreg ouzhpenn e "Rouanez" [[Divara van Haarlem]] hag en dije dibennet dirak an holl una anezho [[Elisabeth Wandscherer]] peogwir oa savet enep e aotrouniezh.
 
[[Karl Kautsky]] en e ''Communism in Central Europe at the Time of the Reformation'', a bouez war ar fed eo bet savet seurt taolenn eus Advadezourien Münster diwar skridoù o enebourien a glaske reiñ un digarez da grizder o adperc'hennidigezh eus ar gêr. Diwar an dielloù lennet gantañ e pouez Kautsky war ar plas roet gant an Advadezourien d'ar gevatalded sokial, d'an demokratelezh ha d'an doare boutinour da vevañ e Münster da vare renad Yann a Leiden.
 
==Yann a Leiden el lennegezh==
 
Haroz ar c'hoarigan ''[[Le prophète]]'' (1849) gant [[Giacomo Meyerbeer]] eo Yann a Leiden. Kavout a reer ennañ kemeridigezh Münster (Arvestoù III ha IV), kurunidigezh Yann evel "dilennad Doue" en Iliz-veur(Arvest IV), hag echuiñ a ra ar c'hoarigan e Palez Yann e Münster.
 
Kavout a reer Yann a Leiden e romant [[Luther Blissett]] ''[[Q]]'' ivez.
 
Unan eus tudennoù pennañ romant istorel [[Jonathon Rainbow]], ''Speak to Her Kindly''. Tremen a ra an traoù e-kerzh darvoudoù Emsavadeg Münster.
Linenn 35:
Yann a Leiden (evel Jan Bockelson) a zo unan eus tudennoù ar pezh ''Die Wiedertäufer'' gant [[Friedrich Dürrenmatt]].
 
Kavout a reer Yann a Leiden en ur chaboistr eus romant [[Marguerite Yourcenar]] ''[[L'Œuvre au noir]]'' (1968) ma taolenn Emsavadeg Münster hag he diskar o veskañ tudennoù ijinet ha tudennoù bet.
 
Er film skinwel alaman ''[[König der letzten Tage]]''(1993) e c'hoari [[Christoph Waltz]] tudenn Jan Beuckelszoon ha [[Mario Adorf]] hini an Eskob von Waldeck.