Baasha : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: a e → a e (2), <ref> → <ref> using AWB
Linenn 1:
[[File:Baasha of Israel.jpg|thumb|200px|Baasha eus Promptuarii Iconum Insigniorum Guillaume Rouillé ]]
Hervez an [[Tanac'h]] e renas '''Baasha'''<ref> "Baesha" e troidigezh [[Gwilh ar C'hoad]], p 312</ref> (hebraeg: בַּעְשָׁא‎, Baʿasha, "Baal a glev") war Israel goude bezañ lazhet [[Nadav]], mab [[Yarovam Iañ|Yarovam]] (909 KJK-896 KJK).
 
Setu ar pezh a lenner diwar e benn e [[Kentañ Levr ar Rouaned]] :
 
« Er bloaz tri eus [[Asa]], roue Yehouda, e renas Baasha, mab Ahiya, war holl Israel, e [[Tirsa]], evit pevar bloaz warn-ugent. Ober a reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, hag e kerzha-Yarovzs war roudoù [[Yarovam Iañ|Yarovam]] hag er pec'hedoù en devoa laket Israel da ober. » <ref>{{br}} 1R 15, 33-34, Toidiigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 154</ref>.
 
Brezel e voe dalc'hmat etre [[Asa]] ha Baasha.
 
Hervez [[Kentañ Levr ar Rouaned]] e komzas Doue ouzh [[Yehou (profed)|Yehou]], mab Hanani, ar profed, enep Baasha : « ac'hanta ! Ez an da skubañ war-lerc'h Baasha ha war-lerc'h e diegezh » (1R '''16,''' 3).
 
Pa varvas Baasha, e renas [[Ela]], e vab, en e lec'h.