Teodora Ginés : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: i e → i e (3), <ref> → <ref> using AWB
Linenn 1:
'''Teodora Ginés''' ([[Santiago de los Caballeros]], er [[Republik Dominikan]]) 1530-1598
a oa ur sonerez [[kuban]] eus ar XVIvet kantved. Ganti e vefe bet krouet ar [[son montuno]], ha savet ar ganaouenn "Son de la Má Teodora".
 
==He buhez==
[[File:Moisés Torrealba.JPG|thumb|Soner [[bandola]], e [[Venezuela]], e 2007.]]
 
Ganet e oa Teodora Ginés e [[Santiago de los Caballeros]], en enez [[La Española]]. Sonerez [[bandola]] e oa. Gant he c'hoar Micaela e tivroas da Guba ma kroged da deurel evezh ouzh sonerezh ar sklaved, ha disklavet e vijent bet o-div evit mont da seniñ gant laz iliz-veur [[Santiago de Cuba]]: Micaela evel [[violoñs]]erez, ha Teodora evel sonerez [[bandola]]. Eno e sonent gant ar violoñser spagnol Pedro Almaza, eus Malaga, hag ar Portugalad Jacome Viceira, a sone « schawm » (fleüt barok).
 
Teodora he defe savet " Son de la Má Teodora", war-dro 1562. Met gallout a rafe bezañ bet savet diwezhatoc'h, en enor dezhi.
 
Dastumet e voe ar ganaouenn gant ar C'huban Laureano Fuentes Matons, en e levr «Las artes en Santiago de Cuba», embannet en 1893. Hervezañ eo ar c'hentañ kanaouenn savet en istor Kuba. Ma vefe gwir ne vefe nemet ar c'hentañ kanaouenn spagnolek, rak an indianed [[Taino]] a save kanaouennoù a-raok donedigezh ar Spagnoled hag o sklaved du.
 
== Ar ganaouenn ''Son de la Ma Teodora'' ==
Linenn 21:
 
:¿Dónde está que no la veo?
:''Rajando la leña está'' <ref>[http://www.pbs.org/buenavista/music/a_ma-teodora.html Son la Ma Teodora]
</ref>