Eil lizher d'ar Gorintidi : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D typo, replaced: . G → . G, <ref> → <ref> using AWB |
||
Linenn 1:
Daou lizher zo bet kaset gan [[Paol Tars]] d'ar Gorintidi a gaver e [[Testamant Nevez]] ar [[Bibl]] kristen. Implijet e vo amañ 1 Kor evit Lizher Kentañ Sant Paol d'ar Gorintidi ha 2 Kor evit [[Eil lizher d'ar Gorintidi|eil lizher Sant Paol d'ar Gorintidi]].
Hervez [[Maodez Glanndour]]
Menegiñ a ra ar « Bible de Jérusalem » ul lizher all anvet gant ar viblourien « rak-kanonek » (so. 1 Kor 5, 9-13), kollet ivez, a c'hellfe bezañ roudoù anezhañ e 2 Kor 6, 14-7, 1.
Linenn 26:
Skrivañ a reas ul [[Al lizher kentañ d'ar Gorintidi|lizher kentañ]] evit respont da izili eus iliz Korintoz a c'houlenne diskleriadurioù evit lakaat un termen d'ar reuz. Hervez «La Bible de Jérusalem » e vefe bet ul lizher all a-raok. Kollet eo bet.
Etre al lizher kentañ hag al lizher-mañ e seblant Paol bezañ tremenet dre Gorintoz ha kaset eus Efezoz ''Al lizher e-kreiz an daeroù'' meneget a-us.
Kavout a reer e 2 Kor tammoù ne glotont ket gant stil al lizher. Bez e vefent bilhedoù berr bet lakaet el lizher gant ar re o deus stollet skridoù an abostol pe marteze tammoù eus al lizher kollet bet skrivet a-raok 1 Kor.
|