Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: typo, replaced: t a → t a using AWB
 
Linenn 3:
<!--[[Restr:Escudo Oficial de las Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia - FARC-EP.png|thumb|Skoed ardamez ar Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia - FARC-EP]]-->
Ar '''Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia-Ejército del Pueblo''' ("Nerzhioù Armet Dispac'hel Kolombia-Arme ar Bobl"), berraet e '''FARC–EP''' pe '''FARC''', a reer eus ur strollad marksour-leninour en deus stourmet gant armoù e Kolombia adalek ar bloavezh [[1964]].<br>
Brudet eo evit bezañ bet implijet kadegoù brezel disheñvel e-leizh ouzhpenn da zoareoù sponterezh. Ar FARC-EP, a oa bet savet e-kerzh ar [[Brezel yen]] evel un nerzh labourerien-douar Marksour-leninour, a zifenn ur sell enep-impalaeriel hag a-du gant al labourerien-douar.<br>
Oberiadurioù ar FARC–EP a oa arc'hantaouet dre ar [[skraperezh mac'hiaded]] en eskemm ouzh sammadoù arc'hant ; mengleuzioù enep-lezennel ; distoupadoù pe dre an [[tailh reveulzier]] war meur a zoare obererezhioù ekonomikel. Da ouzhpennañ e vez an tailh, produerezh ha gwerzh drammoù. An [[ABU]] a istimas e voe lazhet 12% eus an holl siviled lazhet e-kerzh ar brezel gant ar re FARC ha brezel-kuzh an [[Ejército de Liberación Nacional]] (ELN), ar peurrest, 80%, dre nerzhioù ar gouarnamant hag ar beuzsoudarded.