Erika Kornélia Szeles : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: a h → a h (2) using AWB
Linenn 2:
 
== Yaouankiz ==
Ganet e voe Erika e 1941 en ur familh [[Yuzevien|yuzev]], ha desavet e voe gant he mamm dreist-holl dre ma oa bet kaset he zad d'ar c'hamp-bac'h Nazi lec'h ma varvas. Tra ma oa he mamm ur gomunourez gredus ha strizh anezhi, Erika a zeuas da vezañ enep-komunourez dindan levezon hec'h amourouz.
 
Studierez e oa da gentañ en ''Dobos C. József Vendéglátóipari Szakképző Iskola'' e [[Pest]], ha goude-se e voe keginerez deraouat en ostaleri Hotel Béke e Teriz Kvrut 43, Budapest.
Linenn 8:
== Emsavadeg Budapest ==
[[Restr:Alvó hősök 1956.jpg|thumb|Lod bezioù "harozed emsavadeg Budapest 1956"]]
Pa voe kroget emsavadeg Budapest d'an [[23 a viz Here]] [[1956]] e voe mennet e amourous gant sevel ur strolladig stourm enep komunour. Emezelañ a reas he er strolladig a oa suj d'an nerzhioù lu pobl enep komunour. Erika a grogas gant bezañ ur soudard, deskiñ a reas buan penaos implij ur vindrailherez. D'ar [[4 a viz Du]] [[1956]] pa voe kaset nerzhioù al Lu Ruz evit flastrañ emsavadeg Budapest e cheñchas an traoù, an emsavadeg a oa sur da vezañ flastret garv gant ar gomunisted. Kamaladed dezhi a gendrec'has anezhi da baouez gant bezañ ur soudard hag e voe karget he da vezañ un infirmiourezh eus ar Groz-ruz o pareañ an emsavidi gloazet o tougen anat un unwisk gant ur groaz ruz.
 
E-pad un oberiadur brezel, Erika a voe gloazet marvus dre tenn soudarded al Lu Ruz d'an [[8 a viz Du]] [[1956]]. Klasket he doa he sikour ur gamarad stourm bet gloazet e-kreizh aur straed. Ar soudarded eus an Arme Ruz a dennas warni memestra padal he touge un unwisk eus ar Groaz Ruz. Mont a reas da Anaon el lec'h ma voe gloazet d'an oad a 15 vloaz.